Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 2:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Elizea, o sellout outañ, a grie: Va zad! Va zad! Karr Israel hag e varc'hegiezh! He ne welas ken anezhañ. Hag o kregiñ en e zilhad, o rogas e daou damm.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 2:12
28 Iomraidhean Croise  

Regiñ a reas e zilhad hag e lakaas ur sac'h war e zivgroazell. E-pad pell e tougas kañv d'e vab.


Enok a gerzhas eta gant Doue, ha ne voe gwelet mui rak Doue a gemeras anezhañ.


Evel ma oa klañv Elizea gant ar c'hleñved a varvje, Joaz roue Israel a ziskennas hag a ouelas war e zremm, en ur lavarout: Va zad! Va zad! Karr Israel hag e varc'hegiezh!


Hag e c'horroas ar vantell en doa Elia lezet da gouezhañ diwarnañ. Hag e tistroas, hag e chomas war ribl ar Jordan.


Met e servijerien a dostaas hag a lavaras dezhañ: Va zad, mar en defe ar profed lavaret dit un dra diaes, na'z pefe ket graet? Pegement muioc'h pa lavar dit: En em walc'h hag e vi glan.


Pa welas anezho roue Israel, e lavaras da Elizea: Va zad, ha skeiñ a rin, ha skeiñ a rin?


Dieubiñ a raio an den n'eo ket didamall, dieubet e vo dre c'hlanded da zaouarn.


Dre vennozh an dud eeun e vez savet kêr, met diskaret eo dre c'henoù ar re zrouk.


Piv a zo pignet d'an neñvoù ha piv a zo diskennet ac'hane? Piv en deus dastumet an avel en e zaouarn? Piv en deus dalc'het an doureier en e wiskamant? Piv en deus diazezet holl harzoù an douar? Pe anv en deus? Pehini eo anv e vab? Hag e c'hellez henn lavarout?


Ar furnez a ro muioc'h a nerzh d'an den fur eget dek gouarnour a vefe en ur gêr.


Hag Ezekiaz a bedas an AOTROU o lavarout:


Izaia mab Amoz a gasas da lavarout da Ezekiaz: Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Pedet ec'h eus diwar-benn Sankerib roue Asiria,


Marteze an AOTROU da Zoue en deus klevet komzoù Rabshake, kaset gant roue Asiria e vestr da zismegañsiñ an Doue bev, ha marteze an AOTROU da Zoue a gastizo ar c'homzoù en deus klevet. Gra sevel eta ur bedenn evit an nemorant a zo manet c'hoazh.


An Aotrou, goude bezañ komzet outo, a voe savet en neñv hag ec’h azezas en tu dehou da Zoue.


Pa voe en em dennet an aeled diganto en neñv, ar vesaerien a lavaras an eil d’egile: Deomp eta betek Betlehem ha gwelomp ar pezh a zo c’hoarvezet hag en deus an Aotrou roet da anavezout deomp.


Hag e c’hoarvezas, pa oa ouzh o bennigañ, ma pellaas diouto ha ma voe savet en neñv.


Den n’eo pignet en neñv, nemet an hini a zo diskennet eus an neñv, Mab an den a zo en neñv.


Goude m’en doe lavaret an traoù-se, e voe savet e-pad ma sellent outañ, hag ur goabrenn a guzhas anezhañ eus o daoulagad.


hag en deus lavaret din: Paol, na’z pez ket aon, ret eo dit mont dirak Kezar, ha setu, Doue en deus roet dit ar re holl a zo war vor asambles ganit.


Tud a zoujañs Doue a sebelias Stefan hag a reas ur c’hañv bras dezhañ.


Huanadiñ a reomp eno, o c’hoantaat gant bervder gwiskañ hor chomlec’h neñvel,


E-pad ma’z emaomp en tabernakl-mañ, e huanadomp dindan ar bec’h, abalamour ma fell deomp, nann bezañ diwisket, met bezañ gwisket, evit ma vo ar pezh a zo marvel lonket gant ar vuhez.


Dre-se eo e lavar: O vezañ pignet d’an nec’h, en deus kaset dalc’het an dalc’herezh, hag en deus lodennet donezonoù d’an dud.


Ur vouezh kreñv a glevjont eus an neñv, a lavare dezho: Pignit amañ. Hag e pignjont en neñv en ur goabrenn hag o enebourien a welas anezho.


Mika a lavaras: Chom ganin, bez evidon un tad hag un aberzhour, hag e roin dit dek pezh arc'hant, da zilhad ha da vevañs. Al Leviad yeas tre.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan