2 Rouned 19:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
9 Klevout a reas ar c'heloù-mañ diwar-benn Tirhaka roue Etiopia: Deuet eo evit brezeliñ a-enep dit. Hag e kasas c'hoazh kannaded da Ezekiaz o lavarout dezho:
Roue Asiria a gasas Tartan, Rabsariz ha Rabshake, eus Lakish da Jeruzalem, gant un arme vras, a-enep ar roue Ezekiaz. Pignat a rejont hag e teujont da Jeruzalem. P'o deus pignet, e teujont hag en em zalc'hjont e-kichen ar gorzenn dour eus ar stank uhelañ, war hent park ar c'hommer.
Evel-henn e komzot da Ezekiaz roue Juda o lavarout: Ra ne douello ket ac'hanout da Zoue ma fiziez ennañ o lavarout: Jeruzalem ne gouezho ket etre daouarn roue Asiria.
Klevout a reas ar c'heloù-mañ diwar-benn Tirhaka roue Etiopia: Deuet eo evit brezeliñ a-enep dit. O vezañ klevet kement-se, e kasas kannaded da Ezekiaz o lavarout dezho: