2 Rouned 19:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
2 Goude e kasas Eliakim merour ar palez ha Shebna ar skrib, gant an henaourien a-douez an aberzhourien, goloet a seier, etrezek ar profed Izaia mab Amoz.
Ha David a lavaras da Joab ha d'an holl bobl a oa gantañ: Rogit ho tilhad hag en em c'hourizit gant seier, ha dougit kañv da Abner. Hag ar roue David a gerzhas war-lerc'h an arched.
Pa welent e oa kalz a arc'hant er c'hef, skrib ar roue a bigne gant an aberzhour-meur, hag e tastument hag e niverent an arc'hant en em gave e ti an AOTROU.
Hag e lavarjont dezhañ: Evel-henn e komz Ezekiaz: An deiz-mañ a zo un deiz a enkrez, a gastiz hag a zismegañs. Rak ar vugale a zo deuet betek ar poent da vezañ ganet, met n'eus ket a nerzh da wilioudiñ.