Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 18:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Kannañ a reas ar Filistined betek Gaza hag he zrowardroioù, adalek tourioù ar warded betek ar c'hêrioù kreñv.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 18:8
9 Iomraidhean Croise  

Ha bremañ an AOTROU va Doue en deus roet din diskuizh a bep tu; ne'm eus na enebour na tra diaes ebet.


Ha mibien Israel o doa graet e-kuzh traoù na oant ket didro a-enep an AOTROU o Doue. Savet o doa dezho uhellec'hioù en o holl gêrioù, adalek tour ar warded betek ar c'hêrioù kreñv.


Ar re-se, merket dre o anvioù, a zeuas en amzer Ezekia roue Juda hag a ziskarjont o zeltennoù hag ar Vaoniz a oa eno. Lakaat a rejont anezho da verz betek hiziv, hag ec'h annezjont en o lec'h, rak peurvanoù a oa eno evit o loened.


Sevel a reas ivez tourioù er gouelec'h, hag e kleuzias puñsoù niverus, dre m'en doa kalz a loened er blaenenn ha war ar maez, ha labourerien-douar ha gwinierien war ar menezioù ha war ar C'harmel, rak karout a rae al labour-douar.


Ar Filistined o doa ivez sailhet war gêrioù ar blaenenn ha kreisteiz Juda, hag o doa tapet Bet-Shemesh, Ajalon, Gederod, Soko hag he c'hêriadennoù tro-dro, Gimzo hag he c'hêriadennoù tro-dro, hag e tiazezjont enno.


Na laouena ket, douar ar Filistined, dre ma'z eo bruzunet ar wialenn a skoe ganit, rak eus gouenn an naer e c'hano ur wiber, hag ar frouezh anezhi a vo un aerouant o nijal.


He difontañ a reas, hag e lamas kuit ar vein, hag e plantas skodoù-gwini a-zibab, hag e savas un tour en he c'hreiz, hag e kleuzias enni ur veol. Gortoz a rae e rofe rezin, met blokadoù gouez a roas.


An Aviz, hag a oa o chom er c'hêriadennoù betek Gaza, a voe distrujet gant ar Gaftorim o tont eus Kaftor; int a chomas en o lec'h.


Asdod, gant he c'hêrioù hag he c'hêriadennoù, Gaza, gant he c'hêrioù hag he c'hêriadennoù, betek froud an Ejipt hag ar Mor Bras, a zo an harz.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan