hag e lakaas gwarnizonoù en Edom. Dre-holl en Edom e lakaas gwarnizonoù, hag an holl Edomiz a voe sujet da Zavid. An AOTROU a ziwalle David e pep lec'h ma'z ae.
Akaz en doa kaset kannaded etrezek Tiglad-Pilezer roue Asiria, da lavarout: Me 'zo da servijer ha da vab. Pign da'm dieubiñ diouzh dorn roue Siria ha diouzh dorn roue Israel, a zo savet a-enep din.
Neuze Ezekiaz roue Juda a gasas da lavarout da roue Asiria: Pec'het em eus. Pella diouzhin, me a baeo ar pezh a lakai warnon. Roue Asiria a lakaas war Ezekiaz roue Juda tri c'hant talant arc'hant ha tregont talant aour.
hag ez eas da gavout Asa, hag e lavaras dezhañ: Asa hag holl Juda ha Benjamin, selaouit-me! An AOTROU a vez ganeoc'h pa vezit gantañ. Mar klaskit anezhañ, c'hwi en kavo; met mar dilezit anezhañ, eñ ho tilezo.
En holl oberennoù a reas evit servij ti Doue, hag evit al lezenn, hag evit ar gourc'hemennoù, e klaskas e Zoue hag e labouras a-greiz e galon, hag e reas berzh.
Eñ eo, Ezekiaz, an hini a stouvas difourk uhelañ doureier ar Gihon, hag a gasas anezho eeun d'an traoñ etrezek kuzh-heol kêr David. Evel-se Ezekiaz a rae berzh en e holl oberoù.
Ha David a yae er-maez hag a rae berzh dre an holl lec'hioù ma kase Saül anezhañ. Saül en lakaas da benn war an dud a vrezel, hag e plije d'an holl dud, zoken da servijerien Saül.