2 Rouned 18:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned4 Lemel a reas kuit an uhellec'hioù, drailhañ ar peulioù, diskar an Asheraoù, ha bruzunañ an naer arem en doa graet Moizez, rak betek an deiz-se mibien Israel a lakae da vogediñ dezhañ; anvet e voe Nehushtan. Faic an caibideil |
Ar roue Akaz a roas ar gourc'hemenn-mañ d'an aberzhour Uri o lavarout: War an aoter vras e lakai da vogediñ loskaberzh ar beure, donezon an abardaez, loskaberzh ar roue hag e zonezon, loskaberzh holl bobl ar vro hag o donezon hag o evadkinnigoù. Sparfañ a ri warni holl wad al loskaberzhoù hag holl wad an aberzhoù. Ha diwar-benn an aoter arem, din-me e vo da welout.
Ar roue a c'hourc'hemennas da Hilkija aberzhour-meur, da aberzhourien an eil renk, ha da ziwallerien an treuzoù, kas er-maez eus templ an AOTROU an holl draoù a oa bet graet evit Baal, evit Ashera, hag evit holl arme an neñvoù. Hag e tevas anezho er-maez eus Jeruzalem, e maezioù ar C'hedron, hag e kasas al ludu anezho da Vetel.
Pa voe echu kement-se, holl re Israel hag en em gave eno a yeas dre gêrioù Juda, hag e torrjont an delwennoù, hag e tiskarjont an Asheraoù, hag e tispennjont an uhellec'hioù hag an aoterioù a oa en holl Juda, Benjamin, Efraim ha Manase, ken na voe holl distrujet. Hag holl vibien Israel a zistroas, pep hini d'e zalc'h, pep hini d'e gêr.