Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 18:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, a-grenn evel m'en doa graet David e dad.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 18:3
19 Iomraidhean Croise  

Mar sentez ouzhin e kement a c'hourc'hemennin dit, ma kerzhez em hentoù, ma rez kement a zo reizh dirak va daoulagad, en ur virout va reolennoù ha va gourc'hemennoù evel m'en deus graet David va servijer, me a vo ganit, hag e savin dit un ti padus evel ma em eus savet unan da Zavid, hag e roin dit Israel.


En amzer kozhni Salomon, e wragez a zistroas e galon war-lerc'h doueoù all, hag e galon ne voe ket eeun e-keñver an AOTROU e Zoue, evel ma oa bet kalon David e dad.


Asa a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, evel David e dad.


dre m'en doa graet David ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, hag e-pad e holl vuhez ne zistroas ket eus kement en doa gourc'hemennet, nemet en afer Uri an Hitit.


Mar kerzhez war va hentoù, o virout va reolennoù ha va gourc'hemennoù evel m'en deus kerzhet warno David da dad, me a gresko da zeizioù.


Met an uhellec'hioù ne voent ket lamet kuit. Ar bobl a aberzhe c'hoazh hag a lakae da vogediñ war an uhellec'hioù.


Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, nann koulskoude evel David e dad. Ober a reas holl evel m'en doa graet Joaz e dad.


hag e lavaras: O AOTROU, az pez soñj em eus kerzhet dirak da zremm gant fealded hag eeunded a galon, hag em eus graet ar pezh a zo dereat da'z taoulagad! Hag Ezekiaz a skuilhas daeroù e-leizh.


Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, o kerzhout war holl hentoù David e dad, hep distreiñ nag a-zehou nag a-gleiz.


Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, evel m'en doa graet David e dad.


Kanañ a raio dirak an dud o lavarout: Pec'het em boa, diskaret em boa ar gwir, ha n'eo ket bet va foan kevatal,


Setu perak e kavan reizh da holl gemennadurioù, hag e kasaan pep hent gaouiat.


Lavarout a reas: Mar selaouez gant evezh mouezh an AOTROU da Zoue, mar rez ar pezh a zo reizh dirak e zaoulagad, mar roez skouarn d'e c'hourc'hemennoù ha mar mirez e holl lezennoù, ne roin ket dit hini ebet eus ar c'hleñvedoù am eus lakaet war an Ejipt, rak me eo an AOTROU a yac'ha ac'hanout.


hag e lavaras: O AOTROU, az pez soñj em eus kerzhet dirak da zremm gant fealded hag eeunded a galon, hag em eus graet ar pezh a zo dereat da'z taoulagad! Hag Ezekiaz a skuilhas daeroù e-leizh.


Al lezenn eta a zo santel, hag ar gourc’hemenn a zo santel, reizh ha mat.


Bugale, sentit ouzh ho tud, en Aotrou, rak un dra reizh eo.


Bremañ eta, Israel, petra a c'houlenn diganit an AOTROU da Zoue, nemet doujañ an AOTROU da Zoue, kerzhout en e holl hentoù, karout anezhañ, servijañ an AOTROU da Zoue eus da holl galon hag eus da holl ene,


Ober a ri ar pezh a zo eeun ha mat dirak daoulagad an AOTROU, evit ma vi eürus ha ma'z i da berc'hennañ ar vro vat en deus touet an AOTROU da'z tadoù,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan