Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 18:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 En trede bloaz eus Ozea mab Ela roue Israel, e teuas da roue Ezekiaz mab Akaz roue Juda.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 18:1
12 Iomraidhean Croise  

Hag Ozea mab Ela a iriennas a-enep Pekak mab Remalia, a skoas warnañ, hag en lazhas. Dont a reas da roue en e lec'h en ugentvet bloaz eus Jotam mab Ozia.


Ugent vloaz e oa Akaz pa zeuas da roue, hag e renas c'hwezek vloaz e Jeruzalem. Ne reas ket ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU e Zoue, evel m'en doa graet David e dad.


Akaz a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet gant e dadoù e kêr David. Hag Ezekiaz e vab a renas en e lec'h.


En daouzekvet bloaz eus Akaz roue Juda, e teuas Ozea mab Ela da roue war Israel e Samaria, evit nav bloaz.


Hag e c'hoarvezas er pevare bloaz eus ar roue Ezekiaz, a oa ar seizhvet bloaz eus Ozea mab Ela roue Israel, ma pignas Salmanazar roue Asiria a-enep Samaria, hag e sezizas anezhi.


en doe ur mab: Achaz, en doe ur mab: Ezekia, en doe ur mab: Manase,


Akaz a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e kêr, e Jeruzalem, met ne voe ket sebeliet e bezioù rouaned Israel. Hag Ezekiaz e vab a renas en e lec'h.


Pemp bloaz warn-ugent e oa Ezekiaz pa zeuas da roue, hag e renas nav bloaz warn-ugent e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Abija merc'h Zakaria.


Ha pa voe echu al loskaberzh, ar roue hag an holl re a oa gantañ a zaoublegas hag a stouas.


Komz an AOTROU a voe disklêriet da Vika ar Morastad, en deizioù Jotam, Akaz hag Ezekiaz, rouaned Juda, ha setu ar pezh a welas diwar-benn Samaria ha Jeruzalem.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan