Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 17:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Ha mibien Israel o doa graet e-kuzh traoù na oant ket didro a-enep an AOTROU o Doue. Savet o doa dezho uhellec'hioù en o holl gêrioù, adalek tour ar warded betek ar c'hêrioù kreñv.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 17:9
10 Iomraidhean Croise  

Kannañ a reas ar Filistined betek Gaza hag he zrowardroioù, adalek tourioù ar warded betek ar c'hêrioù kreñv.


hag em eus lezet da douellañ e kuzh va c'halon, hag en deus va dorn kaset pokoù,


E hegasiñ a rejont gant o uhellec'hioù, hag ec'h atizjont e warizi gant o idoloù.


Gwalleur d'ar re a guzh don o c'hoantoù diouzh an AOTROU, d'ar re a ra o labour en deñvalijenn, hag a lavar: Piv hor gwel? Piv hon anavez?


Derenet em eus anezho d'ar vro am boa savet va dorn he reiñ dezho, ha sellet o deus ouzh pep krec'hienn uhel hag ouzh pep gwezenn vodennek, graet o deus eno o aberzhoù, kinniget o deus eno o frofoù evit va c'hounnariñ, lakaet o deus eno o c'hwezoù-mat, skuilhet o deus eno o sparfadurioù.


Hag e lavaras din: Mab an den, hag ec'h eus gwelet ar pezh a ra henaourien ti Israel en deñvalijenn, pep hini en e gambr skeudennoù? Rak e lavaront: An AOTROU ne wel ket ac'hanomp, an AOTROU en deus dilezet ar vro.


Komzet em eus dre ar brofeded, liesaet gweledigezhioù ha kinniget parabolennoù dre zorn ar brofeded.


Pa zougo ac'hanout d'an droug da vreur mab da vamm, pe da vab, pe da verc'h, pe da wreg war da vruched, pe da vignon a zo evel da ene, o lavarout e kuzh: Deomp ha servijomp doueoù all na'c'h eus ket anavezet, na te na da dadoù,


Milliget ra vo an den a ra ur skeudenn gizellet pe teuzet, a zo un euzhusted d'an AOTROU, labour daouarn ur micherour a laka anezhi en ul lec'h kuzh! Hag an holl bobl a responto o lavarout: Amen!


Hag e vo respontet: Dre m'o deus dilezet emglev an AOTROU, Doue o zadoù, en doa graet ganto p'en deus tennet anezho eus bro Ejipt,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan