Ar roue, o vezañ kemeret kuzul, a reas daou leue aour, hag a lavaras d'ar bobl: A-walc'h ez oc'h pignet da Jeruzalem, setu da zoueoù, o Israel, ar re o deus da lakaet da bignat eus bro Ejipt.
Ar roue Akaz a yeas da Zamask en arbenn da Diglad-Pilezer roue Asiria. Hag ar roue Akaz, o vezañ gwelet an aoter a oa e Damask, a gasas d'an aberzhour Uri ar patrom hag ar skeudenn eus an aoter-se, gant he stumm resis.
Met kerzhout a reas war hent rouaned Israel, ha zoken e lakaas e vab da dremen dre an tan, hervez euzhusterioù ar broadoù en doa kaset kuit an AOTROU dirak mibien Israel.
Troet he deus va barnedigezhioù da fallagriezh muioc'h eget ar broadoù, ha va reolennoù muioc’h eget ar broioù a zo en-dro dezhi, rak disprizet o deus va barnedigezhioù ha n'o deus ket kerzhet hervez va reolennoù.
Ne reot ket ar pezh a vez graet e bro Ejipt ma hoc’h eus chomet enni, hag ne reot ket ar pezh a vez graet e bro Ganaan ma kasan ac’hanoc’h enni, ne gerzhot ket hervez o reolennoù.
Ne reot deoc’h idol ebet, ne savot na skeudenn kizellet na delwenn, ne lakaiot ket a vaen gant tresadennoù livet en ho pro, evit en em stouiñ dirazo. Me eo an AOTROU ho Toue.
Rak miret eo bet reolennoù Omri hag holl zoareoù-ober ti Akab, hag e kerzhez hervez o c'huzulioù. Dre-se e rin ganit un distruj, ha gant da annezidi un dra a c'hoapaerezh, hag e tougot dismegañs va fobl.