Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 17:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Kement-se a c'hoarvezas dre m'o doa pec'het mibien Israel a-enep an AOTROU o Doue, en doa lakaet anezho da bignat eus bro Ejipt, a-zindan dorn Faraon roue an Ejipt, ha dre m'o doa azeulet doueoù all.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 17:7
27 Iomraidhean Croise  

En amzer kozhni Salomon, e wragez a zistroas e galon war-lerc'h doueoù all, hag e galon ne voe ket eeun e-keñver an AOTROU e Zoue, evel ma oa bet kalon David e dad.


Kerzhout a reas en holl bec'hedoù en doa graet e dad a-raok dezhañ, hag e galon ne voe ket eeun e-keñver an AOTROU e Zoue, evel ma oa bet kalon David e dad.


Ugent vloaz e oa Akaz pa zeuas da roue, hag e renas c'hwezek vloaz e Jeruzalem. Ne reas ket ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU e Zoue, evel m'en doa graet David e dad.


An AOTROU en doa graet ganto un emglev ha roet dezho ar gourc'hemenn-mañ: Ne zoujot ket doueoù all, ne stouot ket dirazo, ne servijot ket anezho, ha ne aberzhot ket dezho.


Met a-enep Doue o zadoù e pec'hjont, hag e c'hastaoujont gant doueoù pobloù ar vro, en doa an AOTROU distrujet dirazo.


Pemp bloaz warn-ugent e oa Jojakim pa zeuas da roue, hag e renas unnek vloaz e Jeruzalem. Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU e Zoue.


Met e voent disentus hag en em savjont a-enep dit, hag e taoljont da lezenn a-dreñv o c'hein. Lazhañ a rejont da brofeded a zouge anezho da zistreiñ ouzhit, hag e rejont dismegañsoù bras dit.


Ober a reas traoù burzhudus dirak o zadoù e bro Ejipt, e parkeier Zoan.


Me eo an AOTROU da Zoue, en deus tennet ac'hanout eus bro Ejipt, eus an ti sklavelezh.


oc'h en em dommañ gant idoloù dindan pep gwezenn c'hlas, o lazhañ ar vugale en traoniennoù dindan toulloù ar reier?


Heñvel int ouzh ur peul krenn, ne gomzont ket, ret eo o dougen rak ne c'hellont ket kerzhout. N'ho pet ket aon razo, ne reont ket a zroug, evel ivez ne c'hellont ket ober a vad.


Graet em eus dezho hervez o saotradur hag hervez o fec'hedoù, ha kuzhet em eus va dremm outo.


Dre ur profed, an AOTROU a reas da Israel pignat eus an Ejipt, dre ur profed e voe mêsaet.


Va fobl a c'houlenn kuzul digant he c'hoad, hag he bazh a respont dezhi. Rak ar spered a c'hastaouerezh a goll, hag e c'hastaouont pell diouzh o Doue.


Aberzhiñ a reont war-lein ar menezioù, hag e lakaont da vogediñ war ar c'hrec'hiennoù, dindan an derv, an efl, an tourmantin, rak o skeud a zo plijus. Setu perak ho merc'hed a c'hastaouo, hag ho merc'hed-kaer a raio avoultriezh.


Rak gouzout a ran penaos, goude va marv, en em vreinot hag e tistroiot diouzh an hent am eus gourc'hemennet deoc'h; hag e c'houzañvot poanioù en deizioù da zont, pa ho po graet ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, o fuloriñ anezhañ dre oberennoù ho taouarn.


Mar torrit emglev an AOTROU ho Toue, an hini en deus gourc'hemennet deoc'h, ma kit da servijañ doueoù all ha da stouiñ dirazo, fulor an AOTROU en em dano a-enep deoc'h, hag e varvot buan diwar ar vro vat en deus roet deoc'h.


ha lavaret em eus deoc'h: Me eo an AOTROU ho Toue, n'ho pet ket aon rak doueoù an Amoreaned emaoc'h o chom en o bro. Met n'hoc'h eus ket sentet ouzh va mouezh.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan