Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 17:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Met roue Asiria a zizoloas un irienn a-berzh Ozea. Rak kaset en doa kannaded etrezek So roue an Ejipt, ha ne gase ken da roue Asiria an truaj a bep bloaz. Roue Asiria a bakas anezhañ, hag en ereas en un toull-bac'h.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 17:4
17 Iomraidhean Croise  

Salmanazar roue Asiria a bignas a-enep dezhañ, hag Ozea a voe e sujed, hag e kase un truaj dezhañ.


Roue Asiria a yeas a-dreuz ar vro hag a bignas da Samaria, hag e sezizas anezhi e-pad tri bloaz.


Setu e fiziez en Ejipt, er vazh-se, er gorzenn dorret-se a doull hag a dreuz dorn an hini a harp warni. Evel-se emañ Faraon roue an Ejipt evit an holl re a laka o fiziañs ennañ.


En e amzer, Nebukadnezar roue Babilon a bignas, ha Jojakim a voe sujet dezhañ tri bloaz. Met en em sevel a reas a-nevez a-enep dezhañ.


En abeg da gounnar an AOTROU a-enep Jeruzalem hag a-enep Juda e c'hoarvezas ma tistaolas anezho diwar e zremm. Ha Sedesia en em savas a-enep roue Babilon.


Mibien Sedesia a voe lazhet dirak e zaoulagad. Neuze e voe toullet e zaoulagad da Sedesia, hag e voe ereet gant chadennoù arem, ha kaset da Vabilon.


Ezekiaz, ha ne vount ket ac'hanoc'h da vont d'ar marv, dre an naonegezh hag ar sec'hed, pa lavar: An AOTROU hon Doue a zieubo ac'hanomp diouzh dorn roue Asiria?


Lavaret o deus komzoù, touet o deus e gaou pa reont emglevioù. Setu perak e tiwano ar varn evel kegid war irvi ar parkeier.


Efraim a beur avel hag a red war-lerc'h avel ar sav-heol. Bemdez e lieskement ar gaou hag an taerder. Ober a ra emglev gant Asiria, hag e kas eoul d'an Ejipt.


Pelec'h emañ da roue eta? Ra zieubo ac'hanout ez holl gêrioù! Pelec'h emañ da varnerien, ac'h eus lavaret diwar o fenn: Ro din ur roue ha priñsed?


Ha dre ma prenont e-touez ar broadoù, ez an bremañ d'o dastum, ha prestik e vihanaint dindan bec'h roue ar pennoù-bras.


An AOTROU a raio dit kerzhout, gant da roue az po lakaet warnout, etrezek ur bobl na'z po ket anavezet, na te na da dadoù, hag e serviji eno doueoù all, koad ha maen.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan