Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 17:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Salmanazar roue Asiria a bignas a-enep dezhañ, hag Ozea a voe e sujed, hag e kase un truaj dezhañ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 17:3
23 Iomraidhean Croise  

Trec'hiñ a reas ar Voabiz ivez, hag o muzulias gant ur gordenn, en ur lakaat anezho da c'hourvez war an douar. Muzuliañ a reas div gordennad evit o lakaat da vervel, hag ur gordennad leun evit lezel ganto o buhez. Hag ar Voabiz a voe sujet gant David, o paeañ un truaj.


David a lakaas ur gwarnizon e Siria eus Damask, hag ar Siriz a voe sujet gant David, o paeañ un truaj. An AOTROU a ziwalle David e pep lec'h ma'z ae.


Pul roue Asiria a zeuas a-enep ar vro. Menahem a roas mil talant arc'hant da Bul, evit ma sikourje anezhañ da startaat ar rouantelezh etre e zaouarn.


Menahem a dennas an arc'hant-se diwar Israel, digant an holl re a oa galloudek e pinvidigezhioù, evit reiñ da roue Asiria: digant pep hini hanter-kant sikl arc'hant. Evel-se roue Asiria a zistroas, ha ne chomas ket eno er vro.


En amzer Pekak roue Israel, Tiglad-Pilezer roue Asiria a zeuas hag a dapas Ijon, Abel-Bed-Maaka, Janoak, Kedesh, Hazor, Galaad, ar Galilea, hag holl vro Neftali, hag e harluas ar bobl da Asiria.


Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, nann koulskoude evel rouaned Israel a oa bet a-raok dezhañ.


Met roue Asiria a zizoloas un irienn a-berzh Ozea. Rak kaset en doa kannaded etrezek So roue an Ejipt, ha ne gase ken da roue Asiria an truaj a bep bloaz. Roue Asiria a bakas anezhañ, hag en ereas en un toull-bac'h.


Na selaouit ket Ezekiaz, rak evel-henn e lavar roue Asiria: Grit ar peoc'h ganin ha deuit da'm c'havout, hag e tebro pep hini ac'hanoc'h eus e winienn ha pep hini eus e fiezenn, hag ec'h evo pep hini dour e buñs,


An AOTROU a voe gantañ, e kement lec'h ma'z ae e rae berzh. En em sevel a reas a-enep roue Asiria, ha ne voe ken sujet dezhañ.


Ha bremañ, hon Doue bras, galloudek ha spontus, a vir an emglev hag an drugarez, na sell ket evel nebeut a dra ouzh an holl drubuilhoù o deus hon tapet, ni, hor rouaned, hor pennoù, hon aberzhourien, hor profeded, hon tadoù ha da holl bobl, adalek amzer rouaned an Asiria betek hiziv.


En deiz-se gloar Jakob a vo bihanaet, ha lard e gig a droio e treudoni.


Tremen a raio war Juda, o tic'hlannañ hag o veuziñ, tapout a raio betek ar gouzoug. Hec'h eskell astennet a leunio da vro a-bezh, o Emanuel!


Ohola a gastaouas, ha koulskoude e oa din, hag e karas hec'h amourouzien, hec'h amezeien asiriat


Setu perak e savo un tousmac'h e-touez da bobl, ha da holl greñvlec'hioù a vo distrujet, evel m'en deus Shalman distrujet Bet-Arbel da zeiz an emgann. Ar vamm a voe bruzunet gant ar vibien.


Lavaret o deus komzoù, touet o deus e gaou pa reont emglevioù. Setu perak e tiwano ar varn evel kegid war irvi ar parkeier.


Ha dre ma prenont e-touez ar broadoù, ez an bremañ d'o dastum, ha prestik e vihanaint dindan bec'h roue ar pennoù-bras.


Hag e kasin warnoc’h ar c’hleze a veñjo va emglev; pa en em zastumot en ho kêrioù, e kasin ar vosenn en ho touez hag e viot roet etre daouarn an enebour.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan