Ben-Hadad a selaouas ouzh ar roue Asa, hag e kasas pennoù e arme a-enep kêrioù Israel. Hag e skojont war Ijon, Dan, Abel-Maim, hag holl zastumlec'hioù kêrioù Neftali.
Rak Akaz a gemeras ul lodenn eus ti an AOTROU, eus ti ar roue, hag eus hini ar pennoù, evit ober profoù da roue Asiria, met hep tennañ sikour digantañ.
Hag an AOTROU e Zoue a lakaas anezhañ etre daouarn roue Siria. Ar Siriz a drec'has warnañ hag a dapas un niver bras a brizonidi, a voe kaset da Zamask. Lakaet e voe ivez etre daouarn roue Israel, a reas dezhañ ur c'holl bras.
Ha n'oc'h ket evidon evel mibien Etiopia, c'hwi mibien Israel? eme an AOTROU. Ha ne'm eus ket ho lakaet da bignat eus bro Ejipt? hag ar Filistined eus Kaftor? hag ar Siriz eus Kir?