Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 16:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Akaz en doa kaset kannaded etrezek Tiglad-Pilezer roue Asiria, da lavarout: Me 'zo da servijer ha da vab. Pign da'm dieubiñ diouzh dorn roue Siria ha diouzh dorn roue Israel, a zo savet a-enep din.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 16:7
17 Iomraidhean Croise  

Roue Israel a respontas o lavarout: Evel ma lavarez, roue va aotrou, me a zo dit ha kement am eus.


En amzer Pekak roue Israel, Tiglad-Pilezer roue Asiria a zeuas hag a dapas Ijon, Abel-Bed-Maaka, Janoak, Kedesh, Hazor, Galaad, ar Galilea, hag holl vro Neftali, hag e harluas ar bobl da Asiria.


An AOTROU a voe gantañ, e kement lec'h ma'z ae e rae berzh. En em sevel a reas a-enep roue Asiria, ha ne voe ken sujet dezhañ.


Doue Israel a atizas spered Pul roue Asiria ha spered Tilgad-Pilnezer roue Asiria, a harluas ar Rubeniz hag ar C'hadiz hag hanter-veuriad Manase, hag e kasas anezho da Galak, da Gabor, da Hara, betek stêr Gozan, hag e chomjont eno betek hiziv.


En amzer-se ar roue Akaz a gasas da gavout roue an Asiria, evit ma rofe sikour dezhañ.


Tilgad-Pilnezer roue Asiria a zeuas d'e gavout, met evit e waskañ kentoc'h eget d'e harpañ.


Rak taolet ec'h eus kuit da bobl, tiegezh Jakob, dre ma'z int leun a sav-heol, a zivinourien evel ar Filistined, ha ma en em unanont da vugale an diavaezidi.


Petra a lavari pa gastizo ac'hanout? Te da-unan ac'h eus desket dezho bezañ mistri warnout. Ar poanioù, ha ne grogint ket ennout evel ur vaouez o wilioudiñ?


Evel-henn e komz an AOTROU: Milliget eo an den a fiz en den, a laka er c'hig e nerzh, a zistro e galon diouzh an AOTROU.


Semplaet o deus hon daoulagad en gortoz aner eus ur skoazell. Eus hon tourioù hon eus sellet etrezek ur bobl na c'helle ket hor saveteiñ.


Gastaouet ec'h eus ivez gant mibien an Asiriz, dre ma ne'z poa ket da walc'h. Ya, gastaouet ec'h eus ganto, ha ne'c'h eus ket bet da walc'h c'hoazh.


Karout a reas mibien eus Asiria, gouarnerien ha pennoù-bras, hec'h amezeien gwisket kaer, marc'hegerien pignet war gezeg-red, tud yaouank kaer holl anezho.


Ohola a gastaouas, ha koulskoude e oa din, hag e karas hec'h amourouzien, hec'h amezeien asiriat


Asiria ne saveteo ket ac'hanomp, ne bignimp ken war gezeg, ne lavarimp ken da labour hon daouarn: Hon doueoù! Rak ennout eo e kav trugarez an emzivad.


Efraim a zo evel ur goulm sot ha diskiant: gervel a reont an Ejipt, mont a reont da gavout Asiria.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan