Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 16:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Hag e aberzhe hag e lakae da vogediñ war an uhellec'hioù, war ar c'hrec'hioù, ha dindan pep gwezenn c'hlas.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 16:4
12 Iomraidhean Croise  

Rak uhellec'hioù a savjont ivez gant peulioù hag Asheraoù war an holl grec'hioù ha dindan pep gwezenn c'hlas.


Joaz a lavaras d'an aberzhourien: An holl arc'hant santel a vez degaset da di an AOTROU, an arc'hant a bep den a dremen, an arc'hant a zle pep hini hervez ar prizadur bet graet, hag an arc'hant a zegas pep hini a-youl-vat e ti an AOTROU,


Met an uhellec'hioù ne voent ket lamet kuit. Ar bobl a aberzhe c'hoazh hag a lakae da vogediñ war an uhellec'hioù.


E hegasiñ a rejont gant o uhellec'hioù, hag ec'h atizjont e warizi gant o idoloù.


en em zalc'h er bezioù, a dremen an nozvezhioù e kevioù, a zebr kig moc'h, a gendalc'h meuzioù hudur en o listri,


Ar re en em santela hag en em c'hlana e-kreiz al liorzhoù, an eil war-lerc'h egile, ar re a zebr kig moc'h, traoù euzhus ha logod, a vo kuzumet a-gevret, eme an AOTROU.


Evel ma soñjont en o mibien, e soñjont en o aoterioù hag en o Asheraoù e-kichen ar gwez glas ha war ar c'hrec'hiennoù uhel.


Hag e lavaras din: Mab an den, amañ emañ lec'h va zron, lec'h solioù va zreid, ma vin o chom ennañ da viken, e-touez mibien Israel. Ti Israel ne saotro ken va anv santel, nag int nag o rouaned, dre o gastaouerezh, na dre gorfoù marv o rouaned war o uhellec'hioù.


Hag e ouiot ez on me an AOTROU pa vo o lazhidi gourvezet e-touez o idoloù, en-dro d'o aoterioù, war bep krec'hienn uhel, war bep lein menez, dindan pep gwezenn c'hlas, dindan pep dervenn dev, e pep lec'h ma kinnigent c'hwezh-vat d'o holl idoloù.


Distrujañ a reot an holl lec'hioù m'o devo servijet enno o doueoù ar broadoù emaoc'h o vont da gas kuit, war ar menezioù uhel, war ar c'hrec'hiennoù ha dindan kement gwezenn c'hlas.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan