Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 16:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Ugent vloaz e oa Akaz pa zeuas da roue, hag e renas c'hwezek vloaz e Jeruzalem. Ne reas ket ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU e Zoue, evel m'en doa graet David e dad.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 16:2
14 Iomraidhean Croise  

Kerzhout a reas en holl bec'hedoù en doa graet e dad a-raok dezhañ, hag e galon ne voe ket eeun e-keñver an AOTROU e Zoue, evel ma oa bet kalon David e dad.


Mar kerzhez war va hentoù, o virout va reolennoù ha va gourc'hemennoù evel m'en deus kerzhet warno David da dad, me a gresko da zeizioù.


Ha te, mar kerzhez dirazon evel m'en deus kerzhet David da dad, gant eeunder a galon ha lealded, oc'h ober kement a c'hourc'hemennan dit, mar mirez va reolennoù ha va barnedigezhioù,


Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, nann koulskoude evel David e dad. Ober a reas holl evel m'en doa graet Joaz e dad.


Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, a-grenn evel m'en doa graet Amazia e dad.


Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, a-grenn evel m'en doa graet Ozia e dad.


En trede bloaz eus Ozea mab Ela roue Israel, e teuas da roue Ezekiaz mab Akaz roue Juda.


Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, a-grenn evel m'en doa graet David e dad.


Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, o kerzhout war holl hentoù David e dad, hep distreiñ nag a-zehou nag a-gleiz.


An AOTROU a voe gant Jozafad, dre ma kerzhas war hentoù kentañ David e dad, ha na glaskas ket ar Baaloù.


Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, evel m'en doa graet David e dad.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan