An AOTROU a lavaras da Jehu: Dre ma ec'h eus graet ar pezh a zo reizh dirazon, ha ma ec'h eus graet da di Akab kement am boa em c'halon, da vibien a vo azezet war dron Israel betek ar pevare rumm.
Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evel m'o doa graet e dadoù, ne zistroas ket diouzh holl bec'hedoù Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo.
An AOTROU a lavaras dezhañ: Galv e anv Jizreel, rak bremaik e kastizin ti Jehu evit gwad Jizreel skuilhet, hag e lakain da baouez rouantelezh ti Israel.