Ozia a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet gant e dadoù e park bezioù ar rouaned, rak lavaret e veze: Lovr eo. Ha Jotam e vab a renas en e lec'h.
Komz an AOTROU a voe disklêriet da Ozea mab Beeri, en deizioù Ozia, Jotam, Achaz hag Ezekias, rouaned Juda, hag en deizioù Jeroboam mab Joaz, roue Israel.