Joaz a lavaras d'an aberzhourien: An holl arc'hant santel a vez degaset da di an AOTROU, an arc'hant a bep den a dremen, an arc'hant a zle pep hini hervez ar prizadur bet graet, hag an arc'hant a zegas pep hini a-youl-vat e ti an AOTROU,
Met an uhellec'hioù ne voent ket lamet kuit. Ar bobl a aberzhe c'hoazh hag a lakae da vogediñ war an uhellec'hioù. Eñ eo an hini a savas an nor Uhelañ e ti an AOTROU.
Lemel a reas kuit an uhellec'hioù, drailhañ ar peulioù, diskar an Asheraoù, ha bruzunañ an naer arem en doa graet Moizez, rak betek an deiz-se mibien Israel a lakae da vogediñ dezhañ; anvet e voe Nehushtan.
Ha n'eo ket eñ, Ezekiaz, an hini en deus lamet kuit e uhellec'hioù hag e aoterioù, hag en deus roet an urzh-mañ da Juda ha da Jeruzalem o lavarout: Dirak un aoter hepken e stouot, ha warni e lakaiot da vogediñ?
D'an eizhvet bloaz eus e ren, evel ma oa c'hoazh yaouank, en em lakaas da glask Doue David e dad. Ha d'an daouzekvet bloaz e krogas da c'hlanaat Juda ha Jeruzalem eus an uhellec'hioù, eus an Asheraoù, eus ar skeudennoù kizellet hag eus ar skeudennoù teuzet.