1 Er seizhvet bloaz warn-ugent eus Jeroboam roue Israel, e teuas Azaria mab Amazia da roue war Juda.
Neuze holl bobl Juda a gemeras Azaria, a oa oadet a c'hwezek vloaz, hag en lakajont da roue e-lec'h Amazia e dad.
Er pempzekvet bloaz eus Amazia mab Joaz roue Juda, e teuas Jeroboam mab Joaz da roue war Israel e Samaria, evit ur bloaz ha daou-ugent.
Jeroboam a c'hourvezas gant e dadoù, gant rouaned Israel. Ha Zakaria e vab a renas en e lec'h.
Shallum mab Jabez a zeuas da roue en navet bloaz ha tregont eus Ozia roue Juda, hag e renas ur miz e Samaria.
En navet bloaz eus Azaria roue Juda, e teuas Menahem mab Gadi da roue war Israel, evit dek vloaz e Samaria.
En hanterkantvet bloaz eus Azaria roue Juda, e teuas Pekakia da roue war Israel e Samaria, evit daou vloaz.
En eilvet bloaz hag hanter-kant eus Azaria roue Juda, e teuas Pekak mab Remalia da roue war Israel e Samaria, evit ugent vloaz.
En eizhvet bloaz ha tregont eus Azaria roue Juda, e teuas Zakaria mab Jeroboam da roue war Israel e Samaria, evit c'hwec'h miz.
Neuze holl bobl Juda a gemeras Ozia, a oa oadet a c'hwezek vloaz, hag en lakajont da roue e lec'h Amazia e dad.
Gweledigezh Izaia mab Amoz, en deus gwelet diwar-benn Juda ha Jeruzalem, e deizioù Ozia, Jotam, Akaz hag Ezekiaz, rouaned Juda.