Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 14:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, nann koulskoude evel David e dad. Ober a reas holl evel m'en doa graet Joaz e dad.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 14:3
16 Iomraidhean Croise  

En amzer kozhni Salomon, e wragez a zistroas e galon war-lerc'h doueoù all, hag e galon ne voe ket eeun e-keñver an AOTROU e Zoue, evel ma oa bet kalon David e dad.


Asa a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, evel David e dad.


Kerzhout a reas en holl bec'hedoù en doa graet e dad a-raok dezhañ, hag e galon ne voe ket eeun e-keñver an AOTROU e Zoue, evel ma oa bet kalon David e dad.


Salomon a gare an AOTROU hag a gerzhe hervez reolennoù David e dad. Hag ec'h aberzhe hag e lakae da vogediñ war an uhellec'hioù hepken.


Joaz a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, e-pad holl vuhez an aberzhour Jehojada, a gelenne anezhañ.


Pemp bloaz warn-ugent en doa pa zeuas da roue, hag e renas nav bloaz warn-ugent e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Joaddan eus Jeruzalem.


Met an uhellec'hioù ne voent ket lamet kuit. Ar bobl a aberzhe c'hoazh hag a lakae da vogediñ war an uhellec'hioù.


Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, a-grenn evel m'en doa graet David e dad.


Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, o kerzhout war holl hentoù David e dad, hep distreiñ nag a-zehou nag a-gleiz.


Goude marv Jehojada, pennoù Juda a zeuas hag a stouas dirak ar roue. Hag ar roue a selaouas anezho.


Joaz a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, e-pad holl vuhez an aberzhour Jehojada.


AOTROU, va nerzh, va c'hreñvder, va repu en deiz an estrenvan, ar broadoù a zeuio da'z kavout eus pennoù an douar, hag e lavarint: Hon tadoù o deus bet da hêrezh gevier ha mogidelloù, traoù hep gounid.


o c’houzout penaos n’eo ket dre draoù breinus, evel arc’hant pe aour, oc’h bet dasprenet eus an doare aner da vevañ ho poa bet da hêrezh digant ho tadoù,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan