Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 13:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 petra bennak ma ne oa ket manet a soudarded da Joakaz, nemet hanter-kant marc'heger, dek karr ha dek mil den war-droad. Rak roue Siria en doa o distrujet, hag o lakaet evel ar boultrenn a vac'her gant an treid.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 13:7
17 Iomraidhean Croise  

O frikañ a ran evel poultr an douar, o bruzunañ hag o mac'hañ a ran evel fank ar straedoù.


Neuze e niveras mevelien gouarnourien ar proviñsoù, hag e oant daou c'hant daou ha tregont. Goude e niveras an holl bobl, holl vibien Israel, hag e oant seizh mil.


Mibien Israel a voe ivez niveret ha pourvezet a voued, hag e kerzhjont war-arbenn dezho. Mibien Israel a gampas dirazo, heñvel ouzh daou dropell givri; hogen ar Siriz a leunie ar vro.


En amzer-se an AOTROU a grogas da zidammañ Israel, rak Hazael a skoas war an Israeliz war o holl harzoù,


Diwar-benn nemorant oberoù Joakaz, kement a reas hag e gurioù, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Israel?


Hazael a lavaras: Perak e ouel va aotrou? Hag e respontas: Rak gouzout a ran pegement a zroug a ri da vibien Israel. Lakaat a ri an tan en o c'hreñvlec'hioù, lazhañ a ri gant ar c'hleze o zud yaouank, flastrañ a ri o bugale vihan, faoutañ a ri kofoù o dougerezed.


Krial a reont, met n'eus dieuber ebet, krial a reont d'an AOTROU, met ne respont ket dezho.


Ha bremañ gra marc'had gant va mestr roue Asiria: reiñ a rin dit daou vil marc'h mar gellez kaout marc'hegerien da bignat warno.


Piv en deus lakaet da sevel eus ar sav-heol an hini emañ ar reizhder oc'h heuliañ e gammedoù? Piv en deus roet dezhañ ar broadoù ha lakaet anezhañ da ren war ar rouaned? Lakaet en deus anezho evel poultr gant e gleze, hag evel plouz o nijal gant e wareg.


Engroezioù eo, engroezioù e traonienn ar varn, rak deiz an AOTROU a zo tost e traonienn ar varn.


me a lakaio va dremm a-enep deoc’h, pilet e viot gant hoc’h enebourien, ar re a gasa ac’hanoc’h ho mestronio hag e tec’hot hep den o redek war ho lerc’h.


Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Damask, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus gwasket Galaad gant ogedoù houarn.


Kaset em eus en ho touez ar vosenn evel hini an Ejipt. Lakaet em eus da vervel gant ar c'hleze ho tud yaouank, ho kezeg a zo bet tapet, lakaet em eus da sevel flaeriadur ho kampoù betek ho tivfron. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.


Ha Samuel a savas hag a bignas eus Gilgal da C'hibea-Benjamin. Saül a niveras ar bobl en em gave gantañ, hag a oa war-dro c'hwec'h kant den.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan