Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 13:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Koulskoude ne zistrojont ket diouzh pec'hedoù ti Jeroboam, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo, hag e kerzhjont enno, hag e chomas zoken an Ashera e Samaria,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 13:6
15 Iomraidhean Croise  

Hag e teroio Israel en abeg da bec'hedoù Jeroboam, en deus pec'het ha lakaet Israel da bec'hiñ.


Kerzhout a reas en holl bec'hedoù en doa graet e dad a-raok dezhañ, hag e galon ne voe ket eeun e-keñver an AOTROU e Zoue, evel ma oa bet kalon David e dad.


Kerzhout a reas en holl hentoù Jeroboam mab Nebad, hag er pec'hedoù en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo, o kounnariñ an AOTROU Doue Israel dre o zraoù aner.


Akab a reas ivez un Ashera, hag Akab a reas muioc'h c'hoazh eget holl rouaned Israel a oa bet a-raok dezhañ evit kounnariñ an AOTROU Doue Israel.


Koulskoude Jehu ne zistroas ket diouzh pec'hedoù Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo: al leueoù aour e Betel hag e Dan.


Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, ha ne zistroas ket diouzh holl bec'hedoù Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo, enno e kerzhas.


Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, hag e kerzhas war-lerc'h pec'hedoù Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo, ha ne zistroas ket diwarno.


O vezañ dilezet holl c'hourc'hemennoù an AOTROU o Doue, graet o doa dezho skeudennoù teuzet, daou leue. Graet o doa Asheraoù, hag azeulet holl arme an neñvoù, ha servijet Baal.


Lemel a reas kuit an uhellec'hioù, drailhañ ar peulioù, diskar an Asheraoù, ha bruzunañ an naer arem en doa graet Moizez, rak betek an deiz-se mibien Israel a lakae da vogediñ dezhañ; anvet e voe Nehushtan.


Adsevel a reas an uhellec'hioù en doa distrujet Ezekiaz e dad, hag e savas aoterioù da Vaal, hag e reas un Ashera evel m'en doa graet Akab roue Israel, hag e stouas dirak holl arme an neñvoù, hag o servijas.


Ar roue a c'hourc'hemennas da Hilkija aberzhour-meur, da aberzhourien an eil renk, ha da ziwallerien an treuzoù, kas er-maez eus templ an AOTROU an holl draoù a oa bet graet evit Baal, evit Ashera, hag evit holl arme an neñvoù. Hag e tevas anezho er-maez eus Jeruzalem, e maezioù ar C'hedron, hag e kasas al ludu anezho da Vetel.


Hag e vo graet trugarez d'an den fall? Ne zesk ket ar reizhder, hag e raio an droug e bro ar wirionez, ha ne sello ket ouzh meurded an AOTROU.


Evel-se e reot: neuze e tiskarot o aoterioù, e torrot o delwennoù, e troc'hot o asheraoù, e tevot en tan o skeudennoù kizellet.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan