Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 13:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 An AOTROU a roas eta un dieuber da Israel, hag en em dennjont eus mestroniezh ar Siriz. Ha mibien Israel a chomas en o zeltennoù evel diagent.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 13:5
13 Iomraidhean Croise  

Joaz mab Joakaz a adkemeras eus daouarn Ben-Hadad mab Hazael ar c'hêrioù en doa hemañ kemeret eus daouarn Joakaz e dad, e-pad ar brezel. Joaz a gannas anezhañ teir gwech, hag ec'h adkemeras kêrioù Israel.


Adlakaat a reas harzoù Israel, adalek mont tre Hamad betek mor ar blaenenn, hervez ar gomz en doa disklêriet an AOTROU Doue Israel dre e servijer Jonaz mab Amitai, ar profed a oa eus Gad-Hefer,


Hogen an AOTROU n'en doa ket divizet diverkañ anv Israel a-zindan an neñvoù, hag evel-se e tieubas anezho dre zaouarn Jeroboam mab Joaz.


Diagent zoken, pa oa Saül roue, te eo an hini a gase er-maez hag a zegase en-dro Israel. Hag an AOTROU da Zoue en deus lavaret dit: Te a vesaio va fobl Israel, te a vo penn va fobl Israel.


Neuze ec'h eus o lakaet etre daouarn o enebourien o deus gwasket anezho. En amzer o enkrez e klemmjont war-zu ennout, hag eus an neñvoù ec'h eus o c'hlevet, ha te, hervez da drugarez vras, ec'h eus roet dezho dieuberien o deus o saveteet diouzh daouarn o enebourien.


Mar tavez en amzer-mañ, sikour ha silvidigezh a savo eus ul lec'h all bennak, met te ha ti da dad a yelo da get. Ha piv a oar ha n'eo ket evit un amzer evel houmañ ez out deuet d'ar rouantelezh?


Moizez a lavaras d'an AOTROU: O, Aotrou, n'on ket un den en defe ar gomz aezet, nag eus dec'h nag eus derc'hent-dec'h, nag abaoe ma komzez da'z servijer; rak va genoù ha va zeod a zo pounner.


Kement-se a vo un arouez hag un testeni evit AOTROU an armeoù e bro Ejipt. Rak huchal a raint d'an AOTROU abalamour d'o gwaskerien, hag e kaso dezho ur salver hag un difenner d'o dieubiñ.


Dieuberien a bigno war venez Sion evit barn menez Ezaü, hag ar rouantelezh a vo d'an AOTROU.


Rak ganet eo bet hiziv deoc’h e kêr David ur Salver, ar C’hrist hag an Aotrou eo.


Setu penaos e ri e-keñver ar muntrer a dec'ho eno evit saveteiñ e vuhez p'en devo lazhet e nesañ diratozh, hep kasoni outañ diagent,


Hag an AOTROU a gasas Jerubbaal, Bedan, Jefte ha Samuel, hag e tieubas ac'hanoc'h eus dorn hoc'h enebourien a oa en-dro deoc'h, hag oc'h bet o chom e surentez.


Neuze Jonatan a c'halvas David hag a zisklêrias dezhañ an holl draoù-se. Jonatan a zegasas David da Saül, hag e voe en e servij evel diagent.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan