2 Rouned 12:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned9 An aberzhour Jehojada a gemeras ur c'hef hag a reas un toull er golo, hag e lakaas anezhañ e-kichen an aoter, en tu dehou pa'z aed e-barzh ti an AOTROU. An aberzhourien a ziwalle an treuzoù a lakae ennañ an holl arc'hant a veze degaset e ti an AOTROU. Faic an caibideil |
Ar roue a c'hourc'hemennas da Hilkija aberzhour-meur, da aberzhourien an eil renk, ha da ziwallerien an treuzoù, kas er-maez eus templ an AOTROU an holl draoù a oa bet graet evit Baal, evit Ashera, hag evit holl arme an neñvoù. Hag e tevas anezho er-maez eus Jeruzalem, e maezioù ar C'hedron, hag e kasas al ludu anezho da Vetel.