Neuze ar roue Joaz a c'halvas an aberzhour Jehojada hag an aberzhourien all, hag a lavaras dezho: Perak n'hoc'h eus ket dreset toulloù-freuz an ti? Bremañ eta ne gemerot ken arc'hant digant ar re a anavezit, met e roiot anezhañ evit toulloù-freuz an ti.
An aberzhour Jehojada a gemeras ur c'hef hag a reas un toull er golo, hag e lakaas anezhañ e-kichen an aoter, en tu dehou pa'z aed e-barzh ti an AOTROU. An aberzhourien a ziwalle an treuzoù a lakae ennañ an holl arc'hant a veze degaset e ti an AOTROU.
Pign da gavout Hilkija an aberzhour-meur, ra gonto an arc'hant bet degaset e ti an AOTROU, hag a oa bet dastumet gant diwallerien an treuzoù digant ar bobl.