Neuze ar roue Joaz a c'halvas an aberzhour Jehojada hag an aberzhourien all, hag a lavaras dezho: Perak n'hoc'h eus ket dreset toulloù-freuz an ti? Bremañ eta ne gemerot ken arc'hant digant ar re a anavezit, met e roiot anezhañ evit toulloù-freuz an ti.
Dastum a reas an aberzhourien hag al Levited, hag e lavaras dezho: Kit dre gêrioù Juda, ha dastumit arc'hant dre holl Israel evit reneveziñ ti ho Toue, a vloaz da vloaz, hag hastit an afer-se. Met al Levited ne hastjont ket.
Met an aberzhourien a oa re nebeut, ha ne c'helljont ket dibezhiañ an holl loskaberzhoù. O breudeur Levited a skoazellas anezho, ken na voe echu al labour, ha ken na voe santelaet an aberzhourien. Rak al Levited a voe eeunoc'h a galon evit en em santelaat eget an aberzhourien.
Piv eo an hini ac'hanoc'h a serro an dorojoù, evit na vo enaouet ken en aner an tan war va aoter? Ne'm eus plijadur ebet ennoc'h, eme AOTROU an armeoù, ha ne blij din prof ebet eus ho taouarn.