Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 12:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 ra gemero an aberzhourien anezhañ, pep hini digant a re a anavez, evit dresañ toulloù-freuz an ti, e pep lec'h ma vo kavet toulloù-freuz.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 12:5
14 Iomraidhean Croise  

Ha setu an abeg a reas dezhañ sevel e zorn a-enep ar roue: Salomon a save Milho hag a gloze toull-freuz kêr David e dad.


ar vañsonerien hag ar venerien, ar prenadennoù koad ha mein-ben evit dresañ toulloù-freuz ti an AOTROU, ha kement dispign evit dresañ an ti.


Joaz a lavaras d'an aberzhourien: An holl arc'hant santel a vez degaset da di an AOTROU, an arc'hant a bep den a dremen, an arc'hant a zle pep hini hervez ar prizadur bet graet, hag an arc'hant a zegas pep hini a-youl-vat e ti an AOTROU,


Met e c'hoarvezout a reas d'an trede bloaz warn-ugent eus ar roue Joaz, ma n'o doa ket dreset an aberzhourien toulloù-freuz an ti.


Pign da gavout Hilkija an aberzhour-meur, ra gonto an arc'hant bet degaset e ti an AOTROU, hag a oa bet dastumet gant diwallerien an treuzoù digant ar bobl.


Ar pennoù tadoù, pennoù meuriadoù Israel, pennoù ar milieroù hag ar c'hantoù, hag ar re a rene labourioù ar roue, a reas profoù a-youl-vat.


Ar bobl a voe laouen gant ar profoù a-youl-vat-se, rak ober a raent a-greiz o c'halon o frofoù a-youl-vat d'an AOTROU . Hag ar roue David a voe laouen-kenañ ivez.


Dastum a reas an aberzhourien hag al Levited, hag e lavaras dezho: Kit dre gêrioù Juda, ha dastumit arc'hant dre holl Israel evit reneveziñ ti ho Toue, a vloaz da vloaz, hag hastit an afer-se. Met al Levited ne hastjont ket.


Rak an euzhus Atalia hag he mibien o deus gwastet ti Doue, hag implijet o deus zoken evit ar Baaloù an holl draoù santel eus ti an AOTROU.


Kement a dremeno dre an niveradeg a roio un hanter sikl, hervez sikl ar santual; ur sikl a dalvez ugent gera (1 gera   0,5 g). Un hanter sikl a vo ar brofadenn d'an AOTROU .


Da re a adsavo dismantroù kozh, te a adaozo diazezoù rivinet abaoe ar rummadoù tremenet, anvet e vi an dreser freuzoù, an adaozer hentoù, evit ma vo kevannezus ar vro.


Komz da vibien Israel ha lavar: Pa en devo graet un den ur gouestl, ar pezh a zo un dra vras, mar d-eo tud, e vint evit an AOTROU hervez da brizadur.


Pep hini en devo digoret ar mammog, a bep kig, den pe loen, hag a ginnigint d'an AOTROU, a vo dit. Met e taspreni hep mar kentañ-ganet an den, hag e taspreni kentañ-ganet ul loen dic'hlan.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan