Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 12:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Joaz a lavaras d'an aberzhourien: An holl arc'hant santel a vez degaset da di an AOTROU, an arc'hant a bep den a dremen, an arc'hant a zle pep hini hervez ar prizadur bet graet, hag an arc'hant a zegas pep hini a-youl-vat e ti an AOTROU,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 12:4
33 Iomraidhean Croise  

Ar bobl a aberzhe war an uhellec'hioù hepken, rak betek neuze ne oa bet savet ti ebet en anv an AOTROU.


Salomon a gare an AOTROU hag a gerzhe hervez reolennoù David e dad. Hag ec'h aberzhe hag e lakae da vogediñ war an uhellec'hioù hepken.


Salomon a savas ivez e di, hag ec'h echuas anezhañ a-benn trizek vloaz.


Joaz roue Juda a gemeras an holl draoù santelaet, ar pezh en doa santelaet Jozafad, Joram hag Akazia, e dadoù rouaned Juda, hag an traoù en doa santelaet e-unan, an holl aour en em gave e teñzorioù ti an AOTROU ha ti ar roue, hag e kasas anezho da Hazael roue Siria, en em dennas eus Jeruzalem.


ra gemero an aberzhourien anezhañ, pep hini digant a re a anavez, evit dresañ toulloù-freuz an ti, e pep lec'h ma vo kavet toulloù-freuz.


Met an uhellec'hioù ne voent ket lamet kuit. Ar bobl a aberzhe c'hoazh hag a lakae da vogediñ war an uhellec'hioù.


Met an uhellec'hioù ne voent ket lamet kuit. Ar bobl a aberzhe c'hoazh hag a lakae da vogediñ war an uhellec'hioù.


Hag e aberzhe hag e lakae da vogediñ war an uhellec'hioù, war ar c'hrec'hioù, ha dindan pep gwezenn c'hlas.


Lakaet o doa da vogediñ en holl uhellec'hioù, evel ar broadoù en doa kaset kuit an AOTROU dirazo. Graet o doa traoù fall evit kounnariñ an AOTROU.


Pign da gavout Hilkija an aberzhour-meur, ra gonto an arc'hant bet degaset e ti an AOTROU, hag a oa bet dastumet gant diwallerien an treuzoù digant ar bobl.


Ar roue David a gensakras anezho d'an AOTROU , gant an arc'hant hag an aour en doa degaset eus an holl vroadoù, eus Edom, eus Moab, eus mibien Ammon, eus ar Filistined hag eus Amalek.


Gouzout a ran, va Doue, e furchez ar galon hag e kavez plijadur en eeunder. En eeunder va c'halon eo em eus kinniget a-youl-vat an holl draoù-se, ha gwelet em eus gant levenez da bobl en em gav amañ, kinnig dit profoù a-youl-vat.


Lakaat a reas e ti Doue an traoù a oa bet santelaet gant e dad hag ar pezh en doa santelaet e-unan, arc'hant, aour ha listri.


Hag e voe degaset di gant fealded ar profoù, an deog hag an traoù santel, hag al Leviad Konania en doe ar mererezh anezho, gant Shimei e vreur, evel eiler.


Lakaat a reas an aberzhourien en o c'hargoù, hag e kennerzhas anezho e servij ti an AOTROU.


An holl re a oa en-dro dezho a galonekaas anezho gant traoù arc'hant hag aour, madoù, loened, traoù prizius, en tu-hont d'ar profoù a youl vat.


Reiñ a rejont da deñzor al labourioù, hervez o galloud, mil drakm aour ha tri-ugent, pemp mil minenn arc'hant, ha kant toneg aberzhourien.


kenkoulz hag an holl arc'hant hag aour a gavi en holl broviñs Babilon, gant profoù a youl vat ar bobl hag an aberzhourien, a ginnigont a-youl da di o Doue a zo e Jeruzalem.


Ar wazed a zeuas gant ar gwragez. Ar re holl a oa a galon vat a zegasas kelc'hioù-brec'h, lagadennoù, gwalinier, kelc'hennoù, pep seurt traoù kaer en aour; pep hini a ginnigas ur prof aour bennak d'an AOTROU .


Mibien Israel a zegasas d'an AOTROU profoù a volontez vat, ar wazed hag ar gwragez a lakae o c'halon anezho da lodenniñ el labour holl en doa gourc'hemennet an AOTROU dre c'henoù Moizez.


Kemerit eus ho traoù ur prof evit an AOTROU . Pep den a galon vat a zegaso profoù d'an AOTROU , aour, arc'hant, arem,


hag e kemerjont a-zirak Moizez an holl brofoù o doa degaset mibien Israel d'ober pep tra evit servij ar santual. Hag e voe degaset dezhañ c'hoazh bep beure profoù a volontez vat.


Mar fell da unan bennak dasprenañ un dra bennak eus e zeog, ur bempvedenn ouzhpenn e lakaio.


rak holl o deus lakaet e profoù Doue eus ar pezh o doa a re, met houmañ he deus lakaet eus he dienez, kement holl he doa evit bevañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan