Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 12:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Joaz a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, e-pad holl vuhez an aberzhour Jehojada, a gelenne anezhañ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 12:2
8 Iomraidhean Croise  

Er seizhvet bloaz eus Jehu, e teuas Joaz da roue, hag e renas daou-ugent vloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Zibia eus Beer-Sheba.


Met an uhellec'hioù ne voent ket lamet kuit. Ar bobl a aberzhe c'hoazh hag a lakae da vogediñ war an uhellec'hioù.


Neuze ar roue Joaz a c'halvas an aberzhour Jehojada hag an aberzhourien all, hag a lavaras dezho: Perak n'hoc'h eus ket dreset toulloù-freuz an ti? Bremañ eta ne gemerot ken arc'hant digant ar re a anavezit, met e roiot anezhañ evit toulloù-freuz an ti.


Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, nann koulskoude evel David e dad. Ober a reas holl evel m'en doa graet Joaz e dad.


Joaz a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, e-pad holl vuhez an aberzhour Jehojada.


Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, met ne voe ket gant ur galon beurvat.


Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, evel m'en doa graet Amazia e dad.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan