Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 11:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Ar pennoù a gantoù a reas eta kement en doa gourc'hemennet an aberzhour Jehojada. Kemer a rejont pep hini o zud, kenkoulz ar re a yae e-barzh d'an deiz sabad, hag ar re a yae er-maez d'an deiz sabad; hag e teujont da gavout an aberzhour Jehojada.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 11:9
4 Iomraidhean Croise  

Benaja mab Jehojada a oa penn ar Geretiz hag ar Beletiz, mibien David a oa e gentañ ofiserien.


D'ar seizhvet bloaz, Jehojada a gasas da gerc'hat ar pennoù a gantoù, an ofiserien hag ar rederien, hag o lakaas da zont d'e gavout e ti an AOTROU. Hag e reas emglev ganto, hag e reas dezho touiñ le e ti an AOTROU, hag e tiskouezas dezho mab ar roue.


Shelomid hag e vreudeur eo ar re hag a oa lakaet war deñzorioù an traoù santel en doa gouestlet ar roue David, ar pennoù-tadoù, pennoù ar milieroù hag ar c'hantoù, hag ofiserien an arme;


Al Levited hag holl Juda a reas kement en doa gourc'hemennet an aberzhour Jehojada. Kemer a rejont pep hini o zud, kenkoulz ar re a yae e-barzh d'an deiz sabad, hag ar re a yae er-maez d'an deiz sabad, rak an aberzhour Jehojada n'en doa ket kaset kuit ar c'hevrennoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan