Kemer a reas ar pennoù a gantoù, an ofiserien hag ar rederien, hag holl bobl ar vro, hag e rejont diskenn ar roue eus ti an AOTROU, hag ez ejont dre hent dor ar rederien e ti ar roue, hag ec'h azezas Joaz war dron ar rouaned.
Neuze e roas dezho ar gourc'hemenn-mañ o lavarout: Setu ar pezh a reot: E-touez ac'hanoc'h hag a zeu e-barzh d'an deiz sabad, un drederenn a ziwallo ti ar roue,