2 Rouned 11:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned4 D'ar seizhvet bloaz, Jehojada a gasas da gerc'hat ar pennoù a gantoù, an ofiserien hag ar rederien, hag o lakaas da zont d'e gavout e ti an AOTROU. Hag e reas emglev ganto, hag e reas dezho touiñ le e ti an AOTROU, hag e tiskouezas dezho mab ar roue. Faic an caibideil |
Ar roue en em zalc'has e-kichen ar golonenn, hag a reas emglev dirak an AOTROU, da gerzhout war-lerc'h an AOTROU, ha da virout e c'hourc'hemennoù, e destenioù hag e reolennoù, a holl galon hag a holl ene, en ur ober hervez komzoù an emglev skrivet el levr-se. Hag an holl bobl a asantas d'an emglev-se.