Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 11:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Met Josheba, merc'h ar roue Joram, c'hoar Akazia, a gemeras Joaz mab Akazia, hag e laeras anezhañ a-douez mibien ar roue a lakaed d'ar marv, hag e kuzhas anezhañ ouzh daoulagad Atalia, eñ gant e vagerez, e sal ar gweleoù, ha ne voe ket lakaet d'ar marv.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 11:2
24 Iomraidhean Croise  

Neuze Hadad a dec'has gant un nebeud Edomiz servijerien e dad, evit en em dennañ en Ejipt. Hadad a oa ur bugel yaouank.


Sevel a reas an estajoù en-dro d'an ti, pep hini pemp ilinad uhelder, hag e voent dalc'het ouzh an ti dre goad sedrez.


Dor kambroù an estaj-kreiz a oa en tu dehou eus an ti. Gant un diri-war-viñs e pigned d'an estaj-kreiz-mañ, hag eus an hini kreiz d'an trede.


Seizh vloaz e oa Joaz pa zeuas da roue.


Kuzhet e voe ganti e-pad c'hwec'h vloaz e ti an AOTROU, e-keit ha ma rene Atalia war ar vro.


Er seizhvet bloaz eus Jehu, e teuas Joaz da roue, hag e renas daou-ugent vloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Zibia eus Beer-Sheba.


Er pempvet bloaz eus Joram mab Akab roue Israel, Jozafad o vezañ bet roue Juda, e teuas Joram mab Jozafad da roue war Juda.


Koulskoude an AOTROU ne fellas ket dezhañ distrujañ Juda, abalamour da Zavid e servijer, rak lavaret en doa dezhañ e roje dezhañ ul lamp e-touez e vibien da viken.


en doe ur mab: Joram, en doe ur mab: Akazia, en doe ur mab Joaz,


Met Joshabead, merc'h ar roue, a gemeras Joaz mab Akazia, hag e laeras anezhañ a-douez mibien ar roue a lakaed d'ar marv, hag e lakaas anezhañ gant e vagerez e sal ar gweleoù. Evel-se, Joshabead, merc'h ar roue, gwreg an aberzhour Jehojada, c'hoar Akazia, a guzhas anezhañ ouzh daoulagad Atalia, ha n'en lakaas ket d'ar marv.


Ar stêr a vervo a raned a bigno hag a yelo ez ti, ez kambr e-lec'h ma kouskez, war da wele, e ti da servijerien, e-touez da bobl, ez fornioù, ez irc'hier.


N'eus na furnez na meiz na kuzul evit herzel ouzh an AOTROU.


Diwall a rin kêr hag he savetein, abalamour din hag abalamour da Zavid va servijer.


Rak evel-henn e komz an AOTROU: David ne vanko biken eus un den da vezañ azezet war dron ti Israel,


neuze e vo torret va emglev gant David va servijer, en doare ma n'en devo ken a vab da ren war e dron, ha va emglev gant an aberzhourien Levited a servij ac'hanon.


e taolin ivez kuit lignez Jakob ha David va servijer, evit tremen hep kemer eus e lignez ar re a reno war lignez Abraham, Izaak ha Jakob. Rak o re zalc'het a zegasin en-dro, hag em bo truez outo.


Kae da di ar Rekabiz ha komz outo; o degas a ri da di an AOTROU, en unan eus ar c'hambroù, hag e kinnigi dezho gwin da evañ.


Ar roue a c'hourc'hemennas da Jerakmeel mab Hammelek, da Seraja mab Ariel ha da Shelemia mab Abdeel da dapout Baruk ar skrib ha Jeremiaz ar profed, met an AOTROU a guzhas anezho.


Hag e lavaras din: Ar c'hambroù o sellout etrezek ar c'hreisteiz, a zo evit an aberzhourien a ra servij an ti,


Dont a reas da di e dad da Ofra, hag e lazhas war un hevelep maen e vreudeur, mibien Jerubbaal, dek den ha tri-ugent. Ne vanas nemet Jotam mab yaouankañ Jerubbaal, rak en em guzhet e oa.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan