An aberzhour Jehojada a roas urzhioù d'ar pennoù a gantoù a rene an arme, hag e lavaras dezho: Kasit anezhi er-maez eus ar renkoù, ha ra vo lakaet d'ar marv dre ar c'hleze an hini a yelo war he lerc'h! Met an aberzhour en doa lavaret: Ne lakait ket anezhi d'ar marv e ti an AOTROU.
Hag holl draonienn ar c'horfoù marv hag al ludu, hag an holl barkeier betek ar froud Kedron, betek korn dor ar C'hezeg war-zu ar sav-heol, a vo santel d'an AOTROU, ha ne vo biken diskaret na distrujet.
Adoni-Bezek a lavaras: Dek roue ha tri-ugent, meudoù o daouarn hag o zreid troc'het, a zastume dindan va zaol ar pezh a gouezhe; Doue en deus rentet din ar pezh am eus graet. O vezañ bet degaset da Jeruzalem, e varvas eno.