Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 11:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Ar rederien en em renkas tost ouzh ar roue, tro-dro, pep hini o terc'hel e armoù en e zaouarn, adalek tu dehou an templ betek tu kleiz an templ, a-hed an aoter hag an templ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 11:11
9 Iomraidhean Croise  

An aberzhour a roas d'ar pennoù a gantoù goafioù ha skoedoù a oa bet d'ar roue David hag a oa e ti Doue.


Neuze e lakaas da zont er-maez mab ar roue, hag e lakaas warnañ ar gurunenn hag an Testeni. Ober a rejont anezhañ roue, hag ec'h olevjont anezhañ, hag o stlakañ o daouarn, e lavarjont: Ra vevo ar roue!


Hag e viot en-dro d'ar roue a bep tu, o terc'hel pep hini ac’hanoc’h e armoù en e zaouarn, ha piv bennak a yelo er renkoù a vo lakaet d'ar marv. C'hwi a vo e-kichen ar roue pa'z aio ha pa zeuio.


Hag en em zalc'has en e sav dirak aoter an AOTROU, a-dal da holl vodadenn Israel, hag ec'h astennas e zaouarn.


Lakaat a ri aoter al loskaberzhoù dirak digor an tabernakl, teltenn an engalv.


Hag e tegasas ac'hanon da leurenn an diabarzh eus ti an AOTROU, ha setu, e digor templ an AOTROU, etre ar porched hag an aoter, e oa war-dro pemp den warn-ugent o treiñ o c'hein da dempl an AOTROU, o dremm etrezek ar sav-heol, o stouiñ dirak an heol etrezek ar sav-heol.


Ra ouelo etre ar porched hag an aoter an aberzhourien a ra servij an AOTROU, ha ra lavarint: AOTROU, espern da bobl! Na ro ket da hêrezh d'an dismegañs ha da c'hoap ar broadoù. Perak e vefe lavaret e-touez ar pobloù: Pelec'h emañ o Doue?


evit ma kouezho warnoc’h an holl wad reizh a zo bet skuilhet war an douar, adalek gwad Abel ar reizh betek gwad Zakaria mab Barakia, hoc’h eus lazhet etre an templ hag an aoter.


adalek gwad Abel betek gwad Zakaria, a voe lazhet etre an aoter hag an templ. Ya, a lavaran deoc’h, goulennet e vo digant ar rummad-mañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan