Ar rederien en em renkas tost ouzh ar roue, tro-dro, pep hini o terc'hel e armoù en e zaouarn, adalek tu dehou an templ betek tu kleiz an templ, a-hed an aoter hag an templ.
Evel-se e voe echuet an holl labour a reas Salomon evit ti an AOTROU. Goude-se, Salomon a zegasas ar pezh a oa bet gouestlet gant David e dad: an arc'hant, an aour hag an holl listri, a lakaas e teñzorioù ti Doue.
An aberzhour a lavaras: Setu kleze Goliad ar Filistin, an hini ac'h eus lazhet e traonienn an dervenn; paket eo en un dilhad a-drek an efod, ma fell dit, kemer-eñ evidout, rak n'eus amañ hini all ebet nemet hemañ. David a lavaras: N'eus ket eveltañ, ro-eñ din.