Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 11:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Atalia mamm Akazia, o welout e oa marv he mab, a savas hag a lazhas holl lignez roueel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 11:1
17 Iomraidhean Croise  

Hag a-dra-sur me a adc'houlenno ho kwad, hini hoc'h eneoù. E c'houlenn a rin digant pep loen. Me a adc'houlenno ene an den eus dorn an den, eus dorn e vreur.


An hini a skuilho gwad an den, dre an den e wad a vo skuilhet, rak Doue en deus graet an den en e skeudenn.


Bremañ, deus hag e roin dit un ali: Savete da vuhez ha buhez da vab Salomon.


Hag ar roue a lavaras da Shimei: Gouzout a rez an holl zroug ac'h eus graet da Zavid va zad, gouzout a rez kement-se ez kalon, setu perak an AOTROU a ra da'z trougiezh kouezhañ war da benn.


An amzer ma renas Jehu war Israel e Samaria a voe eizh vloaz warn-ugent.


Kerkent ha ma oa al lizher deuet dezho, e kemerjont mibien ar roue, hag e lazhjont an dek ha tri-ugent den-se. O vezañ lakaet o fennoù e paneroù, e kasjont anezho dezhañ da Jizreel.


Er seizhvet bloaz eus Jehu, e teuas Joaz da roue, hag e renas daou-ugent vloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Zibia eus Beer-Sheba.


D'ar seizhvet miz, Ismael mab Netania mab Elishama, a lignez roueel, ha dek den gantañ, a zeuas hag a skoas d'ar marv war C'hedalia, hag e lazhjont ivez ar Yuzevien hag ar Galdeiz a oa gantañ e Mizpa.


Daou vloaz warn-ugent e oa Akazia pa zeuas da roue, hag e renas ur bloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Atalia merc'h Omri roue Israel.


Akazia roue Juda a welas kement-se, hag e tec'has dre hent ti al liorzh. Met Jehu a redas war e lerc'h hag a lavaras: Skoit warnañ ivez en e garr! Hag e c'hoarvezas kement-se e savenn Gur e-kichen Jibleam. Akazia a dec'has da Vegiddo, hag e varvas eno.


Rak an euzhus Atalia hag he mibien o deus gwastet ti Doue, hag implijet o deus zoken evit ar Baaloù an holl draoù santel eus ti an AOTROU.


D'ar seizhvet miz, Ismael mab Netania mab Elishama, a lignez roueel, unan eus re vras ar roue, ha dek den gantañ, a zeuas da gavout Gedalia mab Ahikam e Mizpa. Hag e tebrjont eno a-gevret, e Mizpa.


Goude ma oant aet kuit, setu, ael an Aotrou en em ziskouezas da Jozef dre un huñvre, en ur lavarout: Sav, kemer ar bugel bihan hag e vamm, tec’h en Ejipt, ha chom eno betek e lavarin dit, rak Herodez a glasko ar bugel bihan evit e lakaat d’ar marv.


Neuze Herodez, o welout o doa ar majed graet goap anezhañ, a voe en ur gounnar vras hag a gasas da lazhañ e Betlehem hag en e vro a-bezh an holl vugale a zaou vloaz ha yaouankoc’h, hervez an amzer en doa goulennet gant preder digant ar majed.


Dont a reas da di e dad da Ofra, hag e lazhas war un hevelep maen e vreudeur, mibien Jerubbaal, dek den ha tri-ugent. Ne vanas nemet Jotam mab yaouankañ Jerubbaal, rak en em guzhet e oa.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan