Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 10:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Da vintin ez eas er-maez, hag en em zalc'has dirak ar bobl en ur lavarout: Reizh oc'h! Setu em eus en em savet a-enep va mestr hag em eus e lazhet. Met piv en deus lazhet ar re-mañ?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 10:9
7 Iomraidhean Croise  

Skrivañ a reas dezho un eil lizher da lavarout: Mard oc'h evidon, mar sentit ouzh va mouezh, kemerit pennoù mibien ho mestr ha deuit da'm c'havout warc'hoazh d'an eur-mañ, da Jizreel. Mibien ar roue, dek ha tri-ugent anezho, a oa e ti ar re vras a save anezho.


Ur c'hannad a zeuas d'en disklêriañ dezhañ o lavarout: Degaset o deus pennoù mibien ar roue. Jehu a lavaras: O lakait e daou vern e-tal dor kêr, betek ar mintin.


Jozakar mab Shimead ha Jozabad mab Shomer, e servijerien, a skoas warnañ, hag e varvas. Hag e voe sebeliet gant e dadoù e kêr David. Hag Amazia e vab a renas en e lec'h.


Bremañ eta, annezerien Jeruzalem ha tud Juda, barnit etre me ha va gwinienn.


An AOTROU a lavaras dezhañ: Galv e anv Jizreel, rak bremaik e kastizin ti Jehu evit gwad Jizreel skuilhet, hag e lakain da baouez rouantelezh ti Israel.


Setu-me amañ. Roit testeni a-enep din dirak an AOTROU ha dirak e olevad. Digant piv em eus kemeret an ejen? Digant piv em eus kemeret an azen? Ouzh piv em eus graet gaou? Piv am eus gwasket? Eus dorn piv em eus kemeret ur prof evit serriñ va daoulagad warnañ? Daskoriñ a rin deoc'h.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan