Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 10:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Kerkent ha ma oa al lizher deuet dezho, e kemerjont mibien ar roue, hag e lazhjont an dek ha tri-ugent den-se. O vezañ lakaet o fennoù e paneroù, e kasjont anezho dezhañ da Jizreel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 10:7
9 Iomraidhean Croise  

Lavarout a ri dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Ha ne'c'h eus ket lazhet ha perc'hennet? Hag e lavari dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Evel m'o deus lipet ar chas gwad Nabod, ar chas a lipo ivez da wad da-unan.


Setu ez an da lakaat ar gwalleur da zont warnout, hag e skubin da warlerc'hidi, me a lamo kuit kement hini a zo da Akab, an hini a droazh ouzh ar voger evel an hini a zo serret ha dilezet en Israel.


Skrivañ a reas dezho un eil lizher da lavarout: Mard oc'h evidon, mar sentit ouzh va mouezh, kemerit pennoù mibien ho mestr ha deuit da'm c'havout warc'hoazh d'an eur-mañ, da Jizreel. Mibien ar roue, dek ha tri-ugent anezho, a oa e ti ar re vras a save anezho.


Ur c'hannad a zeuas d'en disklêriañ dezhañ o lavarout: Degaset o deus pennoù mibien ar roue. Jehu a lavaras: O lakait e daou vern e-tal dor kêr, betek ar mintin.


Da vintin ez eas er-maez, hag en em zalc'has dirak ar bobl en ur lavarout: Reizh oc'h! Setu em eus en em savet a-enep va mestr hag em eus e lazhet. Met piv en deus lazhet ar re-mañ?


Atalia mamm Akazia, o welout e oa marv he mab, a savas hag a lazhas holl lignez roueel.


Pa voe savet Joram war rouantelezh e dad, ha ma voe kreñv, e lazhas gant ar c'hleze e holl vreudeur hag hiniennoù eus pennoù Israel.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan