Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 10:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Goude Jehu a zastumas an holl bobl, hag a lavaras dezho: Akab en deus servijet Baal nebeut, met Jehu en servijo kalz.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 10:18
9 Iomraidhean Croise  

Bremañ, kas da zastum da'm c'havout Israel a-bezh war Venez Karmel, gant ar pevar c'hant hanter-kant profed eus Baal, hag ar pevar c'hant profed eus Ashera a zebr ouzh taol Jezabel.


Elia a lavaras d'ar bobl: Chomet on-me va-unan evel profed an AOTROU, ha profeded Baal a zo pevar c'hant hanter-kant den.


Elia a lavaras dezho: Krogit e profeded Baal, ra ne dec'ho ket unan anezho! Kregiñ a rejont eta enno, hag Elia a reas dezho diskenn da froud Kison, e-lec'h ma lazhas anezho.


O vezañ dilezet holl c'hourc'hemennoù an AOTROU o Doue, graet o doa dezho skeudennoù teuzet, daou leue. Graet o doa Asheraoù, hag azeulet holl arme an neñvoù, ha servijet Baal.


Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, nann koulskoude evel e dad hag e vamm, rak lemel a reas ar peul en doa graet e dad da Vaal.


Daoust hag e lavarot komzoù direizh e-keñver Doue, hag e rannot gerioù touellus en e geñver?


Perak ne reomp ket an droug evit m’en em gavfe ar mad a gement-se, evel ma’z eus hiniennoù a dest e lavaromp, en ur zroukkomz ac’hanomp? Kondaonidigezh an dud-se a zo reizh.


A-hend-all, breudeur, kement a zo gwirion, kement a zo onest, kement a zo reizh, kement a zo glan, kement a zo karantezus, kement a zo a vrud vat, hag a zo ennañ ur vertuz bennak hag a zo dellezek a veuleudi, ra zalc’ho an holl draoù-se en ho soñjoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan