Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 10:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 hag e lavaras: Deus ganin, hag e weli ar gred am eus evit an AOTROU. Evel-se e kasjont anezhañ en e garr.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 10:16
13 Iomraidhean Croise  

Hag e respontas: Gwall fromet on bet gant gwarizi evit an AOTROU, Doue an armeoù, rak mibien Israel o deus dilezet da emglev, diskaret o deus da aoterioù, lazhet o deus da brofeded dre ar c'hleze, me a zo chomet va-unan, hag e klaskont va buhez evit he lemel diganin.


Hag e respontas: Gwall fromet on bet gant gwarizi evit an AOTROU, Doue an armeoù, rak mibien Israel o deus dilezet da emglev, diskaret o deus da aoterioù, lazhet o deus da brofeded dre ar c'hleze, me a zo chomet va-unan, hag e klaskont va buhez evit he lemel diganin.


Hag an neb a dec'ho dirak kleze Hazael a vo lakaet d'ar marv gant Jehu; hag an neb a dec'ho dirak kleze Jehu a vo lakaet d'ar marv gant Elizea.


O vezañ erruet e Samaria, e skoas war gement a vane eus Akab e Samaria, betek o distrujañ holl, hervez ar pezh en doa lavaret an AOTROU da Elia.


Met Jehu ne lakaas ket evezh da gerzhout eus kreiz e galon e lezenn an AOTROU Doue Israel, ha ne zistroas ket diouzh pec'hedoù Jeroboam, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo.


Ra veulo unan all ac'hanout ha nann da c'henoù, ra vo un diavaeziad ha nann da vuzelloù.


Hag e teuont da'z kavout a-vostad, va fobl a azez dirazout, hag e selaouont da gomzoù. Met ne reont ket hervezo, o c'hontañ a reont en o genoù, met o c'halon a ya war-lerc'h o gwallc'hoantoù.


Doue en em gavas gant Balaam, a lavaras dezhañ: Aozet em eus seizh aoter ha kinniget em eus ur c'hole hag un tourz war bep aoter.


Pa ri eta aluzen, na son ket an drompilh a-raok ac’hanout, evel ma ra ar bilpouzed er sinagogennoù hag er straedoù, evit resev gloar digant an dud. Me a lavar deoc’h e gwirionez, o deus o gopr.


Pa bedez, na ra ket evel ar bilpouzed, rak e karont pediñ en o sav er sinagogennoù hag e kornioù ar straedoù, evit bezañ gwelet gant an dud. Me a lavar deoc’h e gwirionez, o deus o gopr.


Rak reiñ a ran an testeni-mañ dezho penaos o deus gred evit Doue, met ur gred n’eo ket hervez an anaoudegezh.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan