Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 10:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Jehu a lakaas ivez d'ar marv an holl re a vane eus ti Akab e Jizreel, an holl re vras, e vignoned hag e ofiserien, betek na vanas den a nemorant.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 10:11
25 Iomraidhean Croise  

En abeg da-se, setu ez an da gas gwalleur war di Jeroboam, me a lamo kuit kement hini a zo da Jeroboam, an hini a droazh ouzh ar voger evel an hini a zo serret ha dilezet en Israel, hag e skubin ti Jeroboam evel ma vez skubet al lastez, betek ma vo aet da get.


Kerkent ha ma voe roue, e skoas war holl di Jeroboam, ha ne lezas ene ebet da Jeroboam hep e zistrujañ, hervez ar gomz en doa an AOTROU disklêriet dre e servijer Akija eus Silo,


Kerkent ha ma voe roue hag azezet war e dron, e skoas war holl di Baesha, ha ne lezas dezhañ nag an hini a droazh ouzh ar voger, nag ur c'har, nag ur mignon.


Bremañ, kas da zastum da'm c'havout Israel a-bezh war Venez Karmel, gant ar pevar c'hant hanter-kant profed eus Baal, hag ar pevar c'hant profed eus Ashera a zebr ouzh taol Jezabel.


Elia a lavaras dezho: Krogit e profeded Baal, ra ne dec'ho ket unan anezho! Kregiñ a rejont eta enno, hag Elia a reas dezho diskenn da froud Kison, e-lec'h ma lazhas anezho.


Hag e lakain da di evel ti Jeroboam mab Nebad hag evel ti Baesha mab Akija, en abeg da'z fallentez, ac'h eus va c'hounnaret drezi ha lakaet Israel da bec'hiñ.


Ha gwelet ec'h eus penaos eo en em izelaet Akab dirazon? Peogwir eo en em izelaet dirazon, ne lakain ket ar gwalleur da zont en e zeizioù, met e deizioù e vab e lakain ar gwalleur da zont war e di.


Roue Israel a zastumas war-dro pevar c'hant profed, hag e lavaras dezho: Ha mont a rin d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad pe ned in ket? Hag e respontjont: Pign, rak an Aotrou a lakaio anezhi etre daouarn ar roue.


Goude e savas hag ez eas kuit etrezek hent Samaria. Evel ma oa en un ti mêsaerien war an hent,


Hag ec'h aberzhas war an aoterioù holl aberzhourien an uhellec'hioù, hag e tevas eskern tud warno. Goude e tistroas da Jeruzalem.


Skeiñ a ri war di Akab da aotrou, hag e veñjin war Jezabel gwad va servijerien ar brofeded, ha gwad holl servijerien an AOTROU.


Hag e lakain ti Akab evel ti Jeroboam mab Nebad, hag evel ti Baesha mab Akija.


Hag e voe evit e goll, en em gave a-berzh Doue, e teuas Akazia da gichen Joram. Pa voe erruet, ez eas gant Joram a-enep Jehu mab Nimshi, an hini olevet gant an AOTROU evit distrujañ ti Akab.


Evel ma sevene Jehu ar varnedigezh war di Akab, e kavas pennoù Juda ha mibien breudeur Akazia a oa e servij Akazia, hag e lazhas anezho.


N'en devo na lignez na rumm e-touez e bobl, den ne vevo war e lerc'h en e chomlec'hioù.


Ra vo e lignez lamet kuit, ra steuzio e anv gant ar rummad da zont!


Met evit ar re a zibab hentoù troidellek, an AOTROU a raio dezho kerzhout gant ar vicherourien a zireizhder. Ra vo ar peoc'h war Israel!


An hini a ya gant ar re fur a zeuio fur, met keneil ar sodien en em gollo.


An AOTROU a lavaras dezhañ: Galv e anv Jizreel, rak bremaik e kastizin ti Jehu evit gwad Jizreel skuilhet, hag e lakain da baouez rouantelezh ti Israel.


An AOTROU he lakaas etre daouarn Israel gant he roue, hag e skoas warni gant troc'h ar c'hleze, ha war an holl dud a oa enni; ne lezas den da dec'hout kuit, hag e reas d'he roue evel m'en doa graet da roue Jeriko.


An AOTROU a lakaas anezho etre daouarn Israel, a bilas anezho hag a redas war o lerc'h betek Sidon ar Vras ha betek Misrefod-Maim, ha betek traonienn Vizpa war-zu ar sav-heol; o filet o deus en doare na lezjont den da dec'hout kuit.


Jizreel, Jodeam, Zanoah,


Al loen a voe paket ha gantañ ar fals-profed, eñ hag en doa graet burzhudoù dirazañ hag en doa touellet drezo ar re o doa degemeret merk al loen hag azeulet e skeudenn. O daou e voent taolet bev er stank a dan o teviñ e-barzh ar soufr.


An diaoul a douelle anezho a voe taolet er stank a dan hag a soufr, e-lec’h ma edo al loen hag ar fals-profed. Deiz ha noz ec’h estrenvanint evit kantvedoù ar c’hantvedoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan