Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 10:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Gouezit bremañ na gouezho netra d'an douar eus komz an AOTROU, an hini en deus disklêriet an AOTROU a-enep ti Akab. An AOTROU en deus graet ar pezh en doa lavaret dre e servijer Elia.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 10:10
13 Iomraidhean Croise  

Lavarout a ri dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Ha ne'c'h eus ket lazhet ha perc'hennet? Hag e lavari dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Evel m'o deus lipet ar chas gwad Nabod, ar chas a lipo ivez da wad da-unan.


Ha gwelet ec'h eus penaos eo en em izelaet Akab dirazon? Peogwir eo en em izelaet dirazon, ne lakain ket ar gwalleur da zont en e zeizioù, met e deizioù e vab e lakain ar gwalleur da zont war e di.


O vezañ erruet e Samaria, e skoas war gement a vane eus Akab e Samaria, betek o distrujañ holl, hervez ar pezh en doa lavaret an AOTROU da Elia.


Honnezh eo ar gomz en doa disklêriet an AOTROU da Jehu o lavarout: Da vibien a vo azezet war dron Israel betek ar pevare rumm. Evel-se e voe.


O vezañ distroet, en disklêrjont dezhañ. Hag e lavaras: Ar gomz eo, en doa disklêriet an AOTROU dre e servijer Elia an Tishbiad, o lavarout: War zouaroù Jizreel ar chas a zebro kig Jezabel,


Neuze ar roue a lavaras da Haman: Hast buan, kemer an dilhad hag ar marc'h evel m'ec'h eus lavaret, ha gra evel-se da Vardoke ar Yuzev, a zo azezet ouzh dor ar roue. Na vank d'ober netra eus ar pezh ac'h eus lavaret.


Koulskoude va c'homzoù ha va reolennoù am boa roet da'm servijerien ar brofeded, daoust ha n'o deus ket tizhet ho tadoù? Distroet int ha lavaret o deus: Kement en doa divizet AOTROU an armeoù ober deomp, hervez hon hentoù hag hon oberoù, en deus graet warnomp.


An neñv hag an douar a dremeno, met va gerioù ne dremenint ket.


An hini hag a zo nerzh Israel ne c'haouiado ket ha n'en devo ket keuz, rak n'eo ket un den evit kaout keuz.


Samuel a greske hag an AOTROU a oa gantañ, ha ne lezas ket da gouezhañ d'an douar hini ebet eus e gomzoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan