2 Rouned 1:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned16 Hag e lavaras dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Peogwir ec'h eus kaset kannaded da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron, evel na vije Doue ebet en Israel evit goulenn digant e gomz, ne ziskenni ket diwar ar gwele ma'z out pignet warnañ, met a-dra-sur e varvi. Faic an caibideil |
Hag e respontjont: Un den a zo pignet en arbenn deomp hag en deus lavaret deomp: Kit, distroit da gavout ar roue en deus ho kaset, ha lavarit dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Ha n'eus Doue ebet en Israel, pa gasez da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron? En abeg da-se, ne ziskenni ket diwar ar gwele ma'z out pignet warnañ, met a-dra-sur e varvi.
Setu perak e komzi outo hag e lavari dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Piv bennak eus ti Israel hag a zoug e idoloù en e galon hag en deus dirak e zremm ar pezh a laka anezhañ da gouezhañ en direizhder, mar deu da gavout ar profed, me an AOTROU a responto dezhañ va-unan, hervez e idoloù niverus,