Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 1:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Setu, an tan a zo diskennet eus an neñvoù hag en deus lonket an daou ofiser kentañ a hanterkantad gant o hanter-kant den, met bremañ, ra vo prizius va buhez ouzh da zaoulagad.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 1:14
11 Iomraidhean Croise  

Akazia a gasas un trede ofiser a hanterkantad gant e hanter-kant den. An trede ofiser-mañ a hanterkantad a bignas hag a zeuas, hag en ur blegañ war e zaoulin dirak Elia, e pedas anezhañ o lavarout: Den Doue, da bediñ a ran, ra vo prizius ouzh da zaoulagad va buhez ha buhez an hanter-kant den-mañ, da servijerien!


Ael an AOTROU a lavaras da Elia: Diskenn gantañ, na'z pez ket aon dirazañ. Sevel a reas eta, hag e tiskennas gantañ da gavout ar roue.


Marv re garet-mat an AOTROU a zo prizius dirak e zaoulagad.


Met an den ne c'hell ket dasprenañ e vreur, na paeañ da Zoue e zic'haou.


Dasprenañ a raio o ene eus ar waskerezh hag eus an taerder, hag o gwad a vo prizius dirak e zaoulagad.


Rak dre garantez evit ur ribodez e teuer da vezañ evel un tamm bara, hag an avoultrerez a hemolc'ho an ene prizius.


Met n’en em lakaan e poan eus netra ha va buhez n’eo ket prizius din, gant ma peurechuin gant levenez va redadenn hag ar ministrerezh am eus resevet digant an Aotrou Jezuz evit prezeg an Aviel eus gras Doue.


Neuze Saül a lavaras: Pec'het em eus. Distro va mab David, ra ne rin droug ebet dit, pa'z eo bet prizius va buhez dit hiziv. Setu, graet em eus gant follentez, pec'het kalz-meurbet em eus.


Evel m'eo bet prizius da ene dirak va daoulagad, evel-se e vo prizius va ene dirak daoulagad an AOTROU , hag e tieubo ac'hanon eus pep glac'har.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan