Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 1:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Akazia a gasas un trede ofiser a hanterkantad gant e hanter-kant den. An trede ofiser-mañ a hanterkantad a bignas hag a zeuas, hag en ur blegañ war e zaoulin dirak Elia, e pedas anezhañ o lavarout: Den Doue, da bediñ a ran, ra vo prizius ouzh da zaoulagad va buhez ha buhez an hanter-kant den-mañ, da servijerien!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 1:13
17 Iomraidhean Croise  

Hag e stagas da gomz ar roue o lavarout d'an den Doue: Galv, mar plij, an AOTROU da Zoue, ha ped evidon evit ma c'hello va dorn dont en-dro din. Hag an den Doue a c'halvas an AOTROU, ha dorn ar roue a c'hellas distreiñ dezhañ, evel ma voe diagent.


Elia a respontas o lavarout: Mard on un den Doue, ra ziskenno an tan eus an neñvoù, ha ra lonko ac'hanout gant da hanterkantad. Ha tan Doue a ziskennas eus an neñvoù hag a lonkas anezhañ gant e hanterkantad.


Setu, an tan a zo diskennet eus an neñvoù hag en deus lonket an daou ofiser kentañ a hanterkantad gant o hanter-kant den, met bremañ, ra vo prizius va buhez ouzh da zaoulagad.


pa en devo an AOTROU adsavet Sion, pa vo en em ziskouezet en e c'hloar,


Dasprenañ a raio o ene eus ar waskerezh hag eus an taerder, hag o gwad a vo prizius dirak e zaoulagad.


Ha da holl servijerien, ar re a zo aze, a ziskenno da'm c'havout hag a stouo dirazon o lavarout: Kae kuit, te hag an holl bobl a zo war da lerc'h! Ha goude-se, me a yelo kuit. Moizez, droug ennañ, a guitaas ti Faraon.


Pa bilfes un diskiant en ur mortez e-mesk ar greun gant ur pilouer, e sotoni n'en em zistagfe ket diwarnañ.


Kement-mañ a zo un droug e-touez an holl draoù a vez graet dindan an heol: pa c'hoarvez an hevelep gwalleur d'an holl. Evel-se e vez leun a drougiezh kalon an dud, emañ ar follentez en o c'halon e-pad o buhez, ha goude-se ez eont da di ar re varv.


Perak c'hoazh skeiñ ganeoc'h pa gendalc'hit hoc'h emsavadeg? Ar penn holl a zo klañv, ar galon holl a zo diyac'h.


Mibien d'ar re a waske ac'hanout a zeuio ivez da'z kavout en ur stouiñ. Ar re holl a zisprize ac'hanout a zaoulino ouzh solioù da dreid hag a anvo ac'hanout: Kêr an AOTROU, Sion Sant Israel.


Rak an holl draoù-se, va dorn en deus graet anezho, hag an holl draoù-se a chom drezañ, eme an AOTROU. Met setu an hini a sellin outañ, an hini a zo glac'haret, an hini a zo dinerzh e spered, an hini a gren da'm c'homz.


AOTROU! Ha n'eo ket ouzh ar wirionez e sell da zaoulagad? Skoet ec'h eus warno, ha n'o deus poan ebet. Kuzumiñ a rez anezho, ha ne fell ket dezho degemer ar gentel. Kaledet o deus o dremm muioc'h eget ur roc'h, ha nac'het o deus distreiñ.


Sujit eta da Zoue, harpit ouzh an diaoul hag e tec’ho diouzhoc’h.


Setu, e roin dit reoù eus sinagogenn Satan, en em lavar Yuzevien ha n’int ket met a lavar gevier. Setu, me a lakaio anezho da zont evit ma taoulinint da’z treid ha ma ouezint penaos em eus da garet.


Neuze Saül a lavaras: Pec'het em eus. Distro va mab David, ra ne rin droug ebet dit, pa'z eo bet prizius va buhez dit hiziv. Setu, graet em eus gant follentez, pec'het kalz-meurbet em eus.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan