Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Korintiz 4:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 heskinet omp met n’omp ket dilezet, diskaret omp met n’omp ket distrujet,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 persecutet omp, mes n’omp ket dilezet; diskaret omp, mes n’omp ket distrujet holl; dougen a reomp bepred,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Korintiz 4:9
19 Iomraidhean Croise  

Pa vo izelaet unan bennak ha pa lavari: Ra vo savet! Saveteiñ a raio an hini en devo e zaoulagad izelaet.


va gwasket kalz o deus adalek va yaouankiz, met n'o deus ket trec'het warnon.


D'ar mestr-kaner; salm David; war "Ayeled-ashac'har".


Rak an AOTROU a gar ar reizhder, ne zilezo ket e re garet-mat, diwallet int da viken, met lignez an dud fall a zo lamet kuit.


Va eskern a zo brevet pa zismegañs va heskinerien ac'hanon, o lavarout bemdez: Pelec'h emañ da Zoue?


Pa em eus soñj a gement-mañ, e tremenan e eñvor em c'halon: Kerzhout a raen e-kreiz ar bobl, mont a raen en he fenn betek ti va Doue, gant kriadennoù a levenez hag a veuleudi, e-touez un engroez o c'houeliañ.


An AOTROU a zo ur repu evit an hini gwasket, ur repu en amzer an estrenvan.


rak an den reizh a gouezho seizh gwech hag a vo adsavet, met ar re zrouk a vo taolet er gwalleur.


Pa dreuzi an doureier e vin ganit, ar stêrioù ne c'holoint ket ac'hanout. Pa gerzhi dre an tan ne vi ket devet, hag ar flamm ne guzumo ket ac'hanout.


Ne vi ken anvet: an hini dilezet, da zouar ne vo ken anvet: an hini gwastet, met anvet e vi: va flijadur enni, ha da zouar: an hini zimezet, rak an AOTROU a lakaio e blijadur ennout, ha da zouar en devo ur pried.


Na laouena ket diwar va fenn, te va enebourez! Mard on kouezhet, ec'h adsavin, mard on azezet en deñvalijenn, an AOTROU a vo va sklêrijenn.


Rak ar wezenn-fiez ne vleunio ket, ha ne vo ken a frouezh er gwiniegoù, frouezh ar wezenn-olivez a raio diouer, ar parkeier ne roint ken a vagadur. An deñved a yelo diwar wel er c'hraou-deñved, ha ne vo ken a ejened er c'hrevier-saout.


Ho pet soñj eus ar ger am eus lavaret deoc’h: Ar servijer n’eo ket brasoc’h eget e vestr. Ma o deus va gwallgaset, e wallgasint ivez ac’hanoc’h, ha ma o deus miret va ger, e virint ivez hoc’h hini.


Piv a zispartio ac’hanomp diouzh karantez Krist? Ha bez’ e vo an anken, ar glac’har, an heskinerezh, an naon, an noazhder, ar riskl, ar c’hleze?


Met Doue a frealz ar re a zo dinerzhet, hor frealzet en deus dre zonedigezh Tit,


Ya, kement hini a fell dezhañ bevañ hervez an doujañs-Doue e Jezuz-Krist a vo heskinet.


Ra vo ho kundu hep pizhoni, bezit laouen gant ar pezh hoc’h eus rak eñ e-unan en deus lavaret: A-dra-sur ne lezin ket ac’hanout ha ne guitain ket ac’hanout.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan