Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Korintiz 4:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 evit ar re ziskredik a zo bet dallet o c’hlevidigezh gant doue ar c’hantved-mañ, evit na vefent ket sklêrijennet gant ar gouloù eus Aviel glorius Krist, eñ hag a zo skeudenn Doue.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 evit an dud difeiz, da bere doue ar bed‐man hen deuz dallet ho sperejou, gant aoun na vijent sclerijennet gant ar sclerijen euz Aviel glorius ar C’hrist, pehini eo imach Doue.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Korintiz 4:4
42 Iomraidhean Croise  

Hag e respontas: Mont a rin hag e vin ur spered a c'haou e genoù e holl brofeded. An AOTROU a lavaras: E douellañ a ri, hag e teui a-benn outañ. Kae er-maez ha gra evel-se.


Eus Sion, peurvat e kaerder, Doue en deus lugernet.


Digizidika kalon ar bobl-mañ, pounnera o divskouarn, serr o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c'halon da gompren, na zistrofent, ha na vefent yac'haet.


An hini en deus degemeret an had e-touez an drein, eo an hini a glev ar ger, met prederioù ar bed-mañ ha tromplerezh ar pinvidigezhioù a voug ar ger hag e laka difrouezh.


Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c’hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad.


Den n’en deus biskoazh gwelet Doue. Ar Mab nemetañ a zo en askre an Tad, eo an hini en deus e roet da anavezout.


Bremañ en em ra barnedigezh ar bed-mañ, bremañ priñs ar bed-mañ a vo taolet er-maez.


Neuze Jezuz a lavaras dezho: Ar sklêrijenn a zo c’hoazh ganeoc’h evit un nebeud amzer. Kerzhit e-pad m’hoc’h eus ar sklêrijenn, gant aon na zeufe an deñvalijenn d’ho soupren. An hini a gerzh en deñvalijenn ne oar ket pelec’h ez a.


Dallet en deus o daoulagad ha kaletaet o c’halon, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o c’halon da gompren, na zistrofent, ha na yac’hafen anezho.


hag an hini a wel ac’hanon a wel an hini an deus va c’haset.


Ne gomzin ken kalz ganeoc’h, rak priñs ar bed-mañ a zeu. Ha n’en deus netra ennon.


Ma ne’m bije ket graet en o zouez an oberoù n’en deus graet hini all ebet, n’o dije ket a bec’hed. Met bremañ o deus o gwelet hag o deus kasaet ac’hanon ha va Zad ivez.


ar varnedigezh, dre ma’z eo bet barnet priñs ar bed-mañ.


Neuze Jezuz a gomzas c’hoazh dezho hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed, an hini a heuilh ac’hanon ne gerzho ket en deñvalijenn, met bez’ en devo sklêrijenn ar vuhez.


da zigeriñ o daoulagad ha d’o lakaat da dremen eus an deñvalijenn d’ar sklêrijenn hag eus galloud Satan da Zoue, evit ma resevint ar pardon eus o fec’hedoù hag un hêrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon.


penaos ar C’hrist a dlee gouzañv poan ha penaos, kentañ adsavet a-douez ar re varv, e tlee kemenn ar sklêrijenn d’ar bobl ha d’ar broadoù.


Met e lavaran penaos ar pezh a vez aberzhet gant ar baganed, en aberzhont d’an diaouled ha nann da Zoue. Ha ne fell ket din ho pefe kenunvaniezh gant an diaouled.


evit ma n’en devo ket Satan ar gounid warnomp, rak n’omp ket hep anavezout e soñjoù.


Pa’z on deuet da Droaz evit Aviel Krist, petra bennak m’en doa an Aotrou digoret un nor din,


Rak mar d-eo bet glorius ar pezh a dlee echuiñ, ar pezh a dle chom a zo kalz gloriusoc’h.


Met o c’hlevidigezhioù a zo bet kaledet betek vremañ. Rak hiziv c’hoazh an hevelep gouel-se a chom pa vez lennet an Testamant Kozh, hep bezañ savet rak n’eo lamet nemet e Krist.


Ni holl, dioueliet hon dremm, a zougen evel en ur melezour gloar an Aotrou, hag e teuomp da vezañ heñvel ouzh an hevelep skeudenn eus an eil gloar d’eben gant an Aotrou Spered.


Rak Doue, hag en deus lavaret: Ra sklêrijenno ar gouloù eus an deñvalijenn, a sklêrijenn hor c’halonoù evit lakaat anaoudegezh gloar Doue da lugerniñ war dremm Jezuz-Krist.


a zo en em roet e-unan evit hor pec’hedoù evit hon tennañ eus ar c’hantved breinus-mañ, hervez bolontez Doue hon Tad,


hoc’h eus kerzhet gwechall enno hervez giz ar bed-mañ, hervez priñs nerzh an aer, ar spered a labour bremañ e mibien an disentidigezh.


Rak n’eo ket a-enep ar c’hig nag ar gwad hon eus da stourm, met a-enep ar priñselezhioù, a-enep ar nerzhioù, a-enep mestroù an deñvalijenn eus ar bed-mañ, a-enep speredoù ar fallentez el lec’hioù uhel.


o vezañ e stumm Doue, n’en deus ket sellet evel ur preizh da dapout bezañ par da Zoue,


Eñ eo skeudenn an Doue diwelus, ar c’hentañ-ganet eus an holl grouadelezh.


Plijet eo bet gant Doue reiñ dezho da anavezout pehini eo pinvidigezh gloar ar mister-se e-touez ar baganed, da c’houzout eo: Krist ennoc’h, an esperañs eus ar gloar.


hervez Aviel glorius an Doue benniget, Aviel a zo bet fiziet ennon.


o c’hortoz an esperañs benniget hag emziskouez gloar hon Doue bras ha Salver Jezuz-Krist,


Hemañ a zo splannder skedus e c’hloar hag heñvelder e bersonelezh, derc’hel a ra an holl draoù dre e c’her galloudek. Eñ en deus graet e-unan ar c’hlanidigezh eus hor pec’hedoù hag a zo en em azezet a-zehou d’ar Veurdez doueel el lec’hioù uhel meurbet.


Rak ar re a zo bet ur wech sklêrijennet, o deus tañvaet an donezon neñvel, o deus bet o lod er Spered-Santel,


Bez’ hon eus ivez ger start-meurbet ar brofeded. Mat e rit en em stagañ outañ, evel ouzh ul lamp o lugerniñ en ul lec’h teñval betek ma sklaerio an deiz ha ma savo steredenn ar mintin en ho kalonoù.


Met an hini a gasa e vreur a zo en deñvalijenn hag a gerzh en deñvalijenn, ne oar ket pelec’h ez a, rak an deñvalijenn he deus dallet e zaoulagad.


Met ivez e skrivan deoc’h ur gourc’hemenn nevez, a zo gwir ennañ hag ennoc’h, rak an deñvalijenn a dremen hag ar sklêrijenn wirion a lugern dija.


Gouzout a reomp ez omp eus Doue hag emañ ar bed holl beuzet en droug.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan